Ne vern, ne vern, ne ra forzh
piv 'z aio da vale war ma roudoù,
'Z aio da bourmen e penn all
Daoust hag eo digor an davarn all ?
Ne vern, ne vern, ne ra forzh,
piv
'Deuio da chaokat ba' Tavarn ar Prad,
Hag emañ eñ, gant Itron 'n Ardoù
Deviñ buhez, skeiñ ouzh hon huñvre !
Yec'hed-mat d'an holl,
e koun Lambig, pe forzh piv,
Yec'hed-mat d'an holl,
Ne vern, ne vern, bepred bev
Hon eus ket ezhomm bezañ mezv
Da fardañ c'hoarzh ha toullañ kaoz
'Tal ar c'horev, a-hed an noz.
(e Kembraeg) 1
Iechyd da i bawb
Er cof am gwirod
Neu rywun arall
(E kerneweg:)
Yeghes da dhe'n oll
E ev an gwires, na fors piw.
Ne vern, ne vern, ne ra forzh,
petra 'vo ganeomp da ganañ
da ganañ uhel "yec'hed-mat",
an holl a-gevret, tudoù ampart.
Yec'hed-mat d'an holl,
e koun Lambig, pe forzh piv,
Yec'hed-mat d'an holl,
1. Troidigezh rik an diskan brezhonek.