current location : Lyricf.com
/
Songs
/
Vénus Callipyge [Breton translation]
Vénus Callipyge [Breton translation]
turnover time:2024-11-27 03:04:57
Vénus Callipyge [Breton translation]

Gant na lamo biken an arz abstret 'zo o ren hiziv

an dolzenn souezhus-se diwar ho koantiri;

d'an amzer ma vez ar fals-revrioù 1 an darn vuiañ

ra 'vo meulet an hini a gomz ar wirionez a-bezh.

Gant kement a hoal e koll ho kein e anv

ma n'heller ket mirout a reiñ an tu dezhañ.

Gant ma vefen, Itron, ur barzh a ouenn-vat

evit sevel ur c'han meuleudi divarvel evitañ.

Diwar e welout o tremen kroc'hen-gwaz 'zo savet din;

dont a ris er bed a-benn ar fin, hag abaoe-se e vagan

un adorasion wirion, ha pa gollan e c'hoari bouloù,

tra ma pokan da Fanny, ne soñjan nemet ennoc'h.

Evit kaout, Itron, seurt doare ronter,

ret eo e vourevfec'h an dud endro deoc'h,

e rofec'h darbar d'ar gemenerien

ha skuizhañ divi ho plac'h a ambroug.

An dug a Vourdel eo eñ, o vont kuit stouet e benn,

rak heñvel-vi eo ouzh ma hini;

mar befe heñvel ouzh hoc'h hini, e vefe lâret pa dremen:

"ur paotr koant eo an dug a Vourdel!"

Na rit van ebet eus ar bilpouzed a embann

hoc'h eus lakaet ho lorc'h re izel,

hag e fin-kont hoc'h eus re a fiziañs en ho feskennoù;

ha dreist-holl, m'hoc'h asped, n'it ket en ho koazez.

O lezit da gontañ penaos tra ma tiskennec'h eus ur reredig,

lakaet eo bet ho prozh da nijal gant an aezhenn, hag e weled

skrivet e-barzh ur galon dreuzet gant ur bir

al lavar diseven-se: "Da Julig ma buhez-pad".

O lezit da gontañ c'hoazh penaos, e lez Bro-Saoz,

en ur ober ho soubladenn dirak roue ar Saozon,

oc'h bet, padadao! kouezhet d'al leur en ho koazez:

kalet eo lezenn ar pouezañs, hogen ul lezenn eo-hi.

Den n'hell hiziv an deiz mont d'an Anaon hep gwelout Napl,

an holl a fell dezho argadiñ ar penn-oberennoù.

Kalz rezonaploc'h eo ma c'hoantoù-me:

gwelout ho korfadur, Itron, ha mervel goude-se.

Gant na lamo biken an arz abstret 'zo o ren hiziv

an dolzenn souezhus-se diwar ho koantiri;

d'an amzer ma vez ar fals-revrioù an darn vuiañ

ra 'vo meulet an hini a gomz ar wirionez a-bezh.

1. "Pilpouz" a dalv ivez ar ger "faulx-cul".

Comments
Welcome to Lyricf comments! Please keep conversations courteous and on-topic. To fosterproductive and respectful conversations, you may see comments from our Community Managers.
Sign up to post
Sort by
Show More Comments
Georges Brassens
  • country:France
  • Languages:French
  • Genre:Singer-songwriter
  • Official site:http://www.georges-brassens.com/
  • Wiki:https://fr.wikipedia.org/wiki/George_Brassens
Georges Brassens
Latest update
Copyright 2023-2024 - www.lyricf.com All Rights Reserved