current location : Lyricf.com
/
Songs
/
Une jolie fleur [Breton translation]
Une jolie fleur [Breton translation]
turnover time:2024-11-29 05:20:13
Une jolie fleur [Breton translation]

Biskoazh n'eus bet war an douar

e mare pe vare un amourouz dalloc'h egedon;

ret eo anzav em boa broudet ma daoulagad

o sellout re a-dost ouzh he c'horfenn.

(Diskan)

Ur vleunienn gaer e-barzh ul lêr buoc'h,

ur gaer a vuoc'h treuzwisket e bleunienn,

a ra he fompinell hag a liamm ac'hanoc'h

hag ho ren dre benn ho kalon.

He fardet en doa Doue gant mil gras

a laka tan ennoc'h kerkent ha touchet:

kement he doa outo ma n'ouien ket

n'ouien ken da belec'h teurel ma genoù.

(Diskan)

N'he doa ket a benn, n'oa ket

kalz muioc'h a spered eget ur veskennad,

met evit c'hoari daou ne c'houlenner ket

digant ar merc'hed bezañ ijinet ar vazh-yod.

(Diskan)

Hag un deiz a oa e tec'has kuit

en ul lezel e don ma ene ur c'hleñved drastus

hag an holl louzaouennoù Sant Yann 1

n'eo ket bet evit ma fareañ eus ar vosenn-se.

(Diskan)

Kalz droug am eus bet outi; bremañ avat

n'em eus droukrañs ebet hag e bardon ma c'halon dezhi

bezañ graet ur reuz em c'halon

ken na c'hello ken talvoudus da hini ebet.

1. N'eo ket ar memes louzaouenn e galleg ("Hypericum", pe "vMillepertuis", d.l.e. ar Wenterc'henn) hag e brezhoneg ("Sedum", pe a-wechoù "Artemisia"). Implijet e vez ar wenterc'henn da louzaouiñ devadennoù.

Comments
Welcome to Lyricf comments! Please keep conversations courteous and on-topic. To fosterproductive and respectful conversations, you may see comments from our Community Managers.
Sign up to post
Sort by
Show More Comments
Georges Brassens
  • country:France
  • Languages:French
  • Genre:Singer-songwriter
  • Official site:http://www.georges-brassens.com/
  • Wiki:https://fr.wikipedia.org/wiki/George_Brassens
Georges Brassens
Latest update
Copyright 2023-2024 - www.lyricf.com All Rights Reserved