C'hwi 'zo ur vag dieub e-barzh ar porzh
C'hwi 'zo un tasmant-bag war an donvor
o vont a-dreuz an dour gwenn en ur ruilhañ ha gwintañ
tra ma tarzh an deiz goustadik.
Sevel a ra ar mor bras en ur hiboudiñ "frankiz":
Sonn eo he sonenn, c'hwezhet ma vez gant an Avel-Sterenn
Sevel a ra ar mor bras en ur hiboudiñ "frankiz":
c'hwezhet e-kreiz avel Bro ar Gelted
C'hwi 'zo ur c'hoad a zremmoù bugale
bet ganet war an douar ha dizonet war ar mor,
dremmoù greunvaen ha dremmoù aeled
goanag kizellet eus prenn ha dir.