Tintin Yoyo
petra 'zo dindan da vell dok?
Tintin Yoyo
'barzh ma fenn 'mañ evned a-vern
Tintin Yoyo
a-hervez 'mañ 'r c'hloc'hig ivez
Bourrañ a ran
pa glevan din din din ha din
evel ar samba
Ma naer-pluñv 'zo ganin,
ha ma zok giz-kozh,
ma brozh bleuniet,
ma chik-butun,
ma disheolier,
ma faos-malvenn,
hag un nadoz-vor
war ma begel.
Lesanvet on Drochenn Rio gant ar Vraziliz
met un anv fentusoc'h gant ar vugale
Tintin Yoyo
petra 'zo dindan da vell dok?
Tintin Yoyo
'barzh ma fenn 'mañ evned a-vern
Tintin Yoyo
a-hervez 'mañ 'r c'hloc'hig ivez
Bourrañ a ran
pa glevan din din din ha din
evel ar samba
'Baoe ar c'heit
ma kantrean
e-touez maskloù
er sûn Ened,
ma dremmskeudenn
ma chalm dispar
'hegas anê:
avius ez int.
Tra ma'z an e-biou, o c'hlevan o lârout: pegen kaer eo!
Tadig, eme ur mous, homañ 'fell din da gala-bloaz.
Tintin Yoyo
petra 'zo dindan da vell dok?
Tintin Yoyo
'barzh ma fenn 'mañ evned a-vern
Tintin Yoyo
a-hervez 'mañ 'r c'hloc'hig ivez
Met ne vern ket:
pa zañsan e ra din din din ha din.
Bourrañ a ran,
bourrañ avat pa glevan din din din ha din
evel ar samba.