Mar profez ur bannac'h din, ne c'houlennin ket diganit
da belec'h ec'h aez, eus a-belec'h e teuez, hag oc'h bet lezet kuit eus an toull-bac'h
daoust hag eo koant da wreg, pe n'ez peus hini ebet,
pe emaout o kantren da-unan-penn, sac'het da galon...
Ne lârin tra, arvestiñ a rin ouzhit,
rannañ a raimp ur ger bennak en ur chom war hon treuzoù.
Riñsañ a raimp hor gwerennoù, ha kuit e vin adarre,
gant un tammig ouzit evit abuziñ ar sioulder.
Mar profez ur bannac'h din, e c'helli, mar karez,
kontañ da vuhez din, ober ur werz santel1 outi
pe ur c'hoari war gan... Mont a rin e-barzh da jeu,
gouest e vin aes da chom a-live ganit.
Adijinañ a rin mousc'hoarzhoù a vugel,
bokidi a rin diouto, garlantez a rin diouto,
kinnig a rin anezho dit en ur stardañ da zorn.
N'eo ret dit nemet goulenn?
Mar profez ur bannac'h din, pe 'm bo sec'hed pe get,
e sellin ouzhit er mod ma seller ouzh e vreur,
un tammig evel ar C'hrist d'e goan diwezhañ.
Eveltañ e lârin gwirionezioù a-bouez:
ret eo en em garout, ne vern peseurt fas az peus,
ha mirout a varn ar re vad kenkoulz hag ar c'hanailhez.
Mar profez ur bannac'h din, ne vin ket imoret ouzhit
evit bezañ mann ebet... Didalvoud on-ken ha-ken.
Mar profez ur bannac'h din, mont a raimp betek ar penn pellañ,
ma mignon e vi, e-pad ur frapadig d'an nebeutañ.
Adober a raimp ar bed, o vrañsellat, met war-sav evelato,
laouen o kompren penaos, mard eo ront ar bed
talonoù ken ront hon eus, ha mad a ra-se deomp.
Edos o klask ur vouezh e-touez an engroez evit respont dit:
neuze pae da vannac'h, ha karout a rin ac'hanout,
hag an doganed eürusañ er bed e vimp-ni.
1. E galleg: "une épopée".