(Diskan, 2 w.)
Livet-holl e teu-hi e pep lec'h
ha kribat he blev
Heñvel eo d'ur c'hanevedenn
o tont, livioù war wel
E pep lec'h
e teu livet-holl
Hag he gwelet ho peus gwisket e glaz?
Sellit ouzh an neñv a-geñver deoc'h
hag he dremm 'zo par d'ur ouel
ur vrizhadenn wenn ken brav ha morlivet
Ha gwelet ho peus un itron vravoc'h?
(Diskan)
Hag he gwelet ho peus alaouret-holl
par d'ur rouanez eus a wechall-gozh?
Strinkal a ra livioù da bep tu
evel ur c'huzh-heol o kouezhañ.
Ha gwelet ho peus un itron vravoc'h?
(Diskan)
Heñvel eo d'ur c'hanevedenn
o tont, livioù war wel
e pep lec'h
e teu livet-holl