Yann ar Penseer 'vez graet ac'hanon
Gwrac'hennet kaer gant holen glas
C'hwezhañ a ran blaz c'hwek Mor Breizh
Er C'hornaoueg noz ha deiz.
Setu ar vuhez, lamm 'ta, yaaoo!
Dañsomp bemdez, ac'hanta, alato!
'Vez ket kavet amañ kaoc'h ki,
Kavet e vez pouloudoù pri,
Pouloudoù pri an Amoco
O ruilhañ amañ 'baoe pell 'zo.
taolet 'm oa dreist mogerioù
Va huñvre 'pad bloavezhiadoù
Bevet em eus er c'hêrioù bras,
Ruzet va boutoù war hentoù bras!
C'hoant ganin distreiñ dre amañ,
'Vit pourmen hep trouz na tourmant,
Eus va huñvre e teu soñj din,
trouz ar mor bras diouzh ar mintin.
Sell! an inizi o neuial
'Touesk al lañv du e Porsall
Deus 'ta plac'hig da zañsal,
Emberr 'krogo kudennoù all.
Echu bremañ gant ar c'hantved,
Treut eo ar pezh 'zo gounezet
Ha peoc'h ha koroll dre ar bed,
Dañsomp noz-deiz gant ar C'horred!