En em garout a raent abaoe daou zevezh a-vec'h,
bez' ez eus a-wechoù eürusted e-barzh ar boan.
Hogen abaoe ma oa bet piket o c'halonoù
ne oa ket reuzeudik o flanedennoù ken.
Bevañ a raent gant un huñvre iskis,
ha glas-oabl oa an huñvre-se evel an aelez:
un nevez-amzer wirion oa o c'harantez, ya-vat,
ken glan hag o ugent vloaz tener.
(Diskan:)
Ar werz-dener a Bariz eo homañ,
bleuñviñ a ra e korn ar ruioù,
lakaat a ra e-barzh kalonoù an amourouzed
un tammig a huñvre hag a oabl glas.
An diskan flour-se diouzh ar fabourzhioù
a gomz ken bravik eus karantez
ma vez touellet pep hini:
Ar werz-dener a Bariz eo homañ.
O zachenn 'oa ar vannlev,
loc'hañ a raent en diwezh-sizhun
d'ar c'hoadoù evit kutuilhañ louzaouennoù an hañv,
pe war ur bark evit bageal.
Evañ a raent ivez e-barzh tavarnioù dañs1
gwin wenn a laka ar penn da vezviñ,
ha pa bokent an eil d'egile, ya-vat,
an holl goubladoù a lâre en ur zañsal:
Ar werz-dener...
Amañ e ra ma istor he diwezh.
Daoust hag e vo diaes deoc'h ma c'hrediñ
mar kontfen en em garjont bemdez,
hag e kozhjont gant o c'harantez tener;
e savjont un tiegezh dispar,
o devoe bugale dudius-kenañ,
hag e tremenjont bravik, dianavez, ya-vat,
o vont kuit en hevelep giz ma oant arruet.
1. "Guinguettes" e Galleg.