current location : Lyricf.com
/
Songs
/
Rien à jeter [Breton translation]
Rien à jeter [Breton translation]
turnover time:2024-12-04 05:00:09
Rien à jeter [Breton translation]

Hep he blev o nijal

hiviziken em befe

bec'h bras evit goût

eus a-belec'h e c'hwezh an avel

Mat eo pep tra enni, n'eus tra da deurel kuit;

ret eo kemer pep tra d'an enezenn digenvez.

Klask a ran da c'hoût penaos

chom bev hep he divjod

a ginnig din avaloù kaer

adnevezet bep deiz.

Mat eo...

Hep he barlen, ma fenn

en diouer a dorchenn

a bouezfe war al leur

ha n'eus tra diyac'hoc'h.

Mat eo...

Hep he divlez sonn

penaos e rin warc'hoazh

mar kollin ma flom

evit harpañ ma daouarn?

Mat eo...

Bez' he deus mil tra

prisius all ouzhpenn,

hogen ne gredan ket diskouez

war-wel he c'horf a-bezh.

Mat eo...

Diwar-benn he grasoù

ne rin ket prezegennoù hiroc'h.

Kit da lec'h all da gaout

kelennoù korfadurezh.

Mat eo...

A-hend-all, hag he zu gwan eo se,

damant he deus d'hec'h eskern

ha biken n'en em lezfe

troc'hañ a zarnoùigoù.

Mat eo...

Bez' e vez un tammig otus,

ha kizidik a-walc'h:

ret eo he c'hemer a-bezh

war un dro, pe he lezel.

Mat eo...

Comments
Welcome to Lyricf comments! Please keep conversations courteous and on-topic. To fosterproductive and respectful conversations, you may see comments from our Community Managers.
Sign up to post
Sort by
Show More Comments
Georges Brassens
  • country:France
  • Languages:French
  • Genre:Singer-songwriter
  • Official site:http://www.georges-brassens.com/
  • Wiki:https://fr.wikipedia.org/wiki/George_Brassens
Georges Brassens
Latest update
Copyright 2023-2024 - www.lyricf.com All Rights Reserved