current location : Lyricf.com
/
Songs
/
Que reste-t-il de nos amours ? [Breton translation]
Que reste-t-il de nos amours ? [Breton translation]
turnover time:2024-07-07 02:17:02
Que reste-t-il de nos amours ? [Breton translation]

D'ar pardaez-mañ an avel a sko gant ma dor

a gomz din diwar-benn karantezioù marv

e-tal an tan o vougañ.

D'ar pardaez-mañ emañ ur sonenn diskar-amzer

o simudiñ e-barzh an ti

hag e soñjan en devezhioù diabell.

Petra 'zo chomet eus hor c'harantezioù,

Petra 'zo chomet eus an devezhioù c'hwek-se?

Ul luc'hskeudenn, ul luc'hskeudenn kozh

eus ma yaouankiz.

Petra 'zo chomet eus al lizheroù-glizh,

eus ar mizioù Ebrel, eus an emgavioù?

Un eñvorenn 'zo war ma lerc'h

diehan.

Boneur goeñvet, blev en avel,

bouchoù dre-laer, huñvreoù lusk

Petra 'zo chomet eus kement-se?

Lârit din 'ta.

Ur gêriadenn vihan, ur c'hloc'hdi kozh,

ur c'horn-bro kuzhet mat,

hag e-barzh ur goumoulenn dremm garet

ma amzer tremenet.

Ar gerioù, ar gerioù flour a chuchuer,

ar flouradennoù ar glanañ,

al leoù touet e don ar c'hoadoù,

ar bleunioù a gaver e-barzh ul levr,

hag a vezv o c'hwezh-vat ac'hanoc'h,

nijet int holl kuit. Perak 'ta?

Comments
Welcome to Lyricf comments! Please keep conversations courteous and on-topic. To fosterproductive and respectful conversations, you may see comments from our Community Managers.
Sign up to post
Sort by
Show More Comments
Charles Trenet
  • country:France
  • Languages:French
  • Genre:Poetry, Singer-songwriter
  • Official site:http://www.charles-trenet.net/
  • Wiki:https://fr.wikipedia.org/wiki/Charles_Trenet
Charles Trenet
Latest update
Copyright 2023-2024 - www.lyricf.com All Rights Reserved