Disoñjomp eus ar kentelioù solfech
evit soñjezonoù plijusoc'h.
Mogerioù ar skolaj-mañ
'zo mogerioù d'am c'halon.
Pa vezen ur paotrig yaouank, ho karen en dilavar.
Ho kwelout a raen mintin-noz, Ho karout a raen.
Dudi hor boa gant netraigoù,
Dra-mañ-dra hol lakae da zirollañ da c'hoarzhin:
barv ma faeron, fri an apotiker...
Soñj am eus eus abardaezioù goañv, me ma-unan-penn e-barzh ar c'hrañj
m'edo o c'hortoz ma c'hrogad mouchig-dall, serret ma daoulagad.
Dont a rae ar garantez d'ober he mendemoù,
rezin kriz oa hor c'halonoù.
En em garout gant follentez a rejomp pa oamp bugale.
Hiziv an deiz, e kredan lârout deoc'h,
o vezañ ma 'z omp deut koshoc'h,
"Da garout a ran"... C'hoarzhin a reot?
Me avat, n'on ket cheñchet.
Pa vezen ur paotrig yaouank, ho karen en dilavar.
Bremañ avat, kavout a reot e-barzh ma c'hanaouenn
an holl anzavioù, an eñvorennoù
hag an holl huñvreoù 'zo o huanadiñ,
an holl raktresoù, an holl leoù-touet, an holl romantoù,
an holl joaioù, an holl c'hoantoù, an holl daeroù,
ar warizi, ar garmoù, al leñvadennoù hag ar pokoù.
Pa vezen ur paotrig yaouank, n'em eus ket kredet.
Bremañ avat, n'eus ket a archerien ken.
Bez' e c'hellomp en em garout gant follentez.
N'omp ket bugale ken!