En hor vro baour eus Breizh Izel
Ez eus c'hoarvezet ur barr-avel,
Ur barr-avel hag en eus, siwazh!
Lakaet ar glac'har en Enez-Vaz.
D'ar seizh a viz Eost diwezhañ
Ar C'henavo edo o kargañ,
O kargañ bezhin enni a-leizh
Evit vezañ kaset da Borzh an Treizh.
Pa oa ar bezhin er vagad karget,
Ul lien bras warni oa savet,
Treiñ 'reas kein da Enez-Vaz
'Vit ur veaj diwezhañ, siwazh.
Edont dija e kreiz ar mor braz
Pa deuas an avel hag ar glav vras,
Teilhet oa dija an tud keizh
pa oant erruet e Porzh an Treizh.
Ar vartoloded ar C'henavo
Pa oa diskarget o bag ganto,
Tud an Treizh 'roas dezho da zebriñ
Ha dilhad sec'het da bep hini.
Bremañ ar mor e ioa dirollet,
Evel ma n'ho peus james gwellet,
"Ne zistroioc'h ken d'ar ger, tud keizh,
Chomit amañ hag ho po ur lojeiz."
"Sellit 'ta penaos emañ an amzer,
N'en em gavoc'h biken er gêr."
"N'eus forzh, eme vestr ar C'henavo,
Da Enez-Vaz ni a zistroio."
Bremañ, tudoù, c'hwi 'oar koulz ha me
Petra a c'hoarvezas goude-se,
E-kreiz ar glav hag an avel foll
Ar C'henavo a zo aet da goll.
Tri martolod hag ur beajour,
O fevar int aet da foñs an dour.
D'o c'herent, d'o mignoned, siwazh!
O va zudoù, nag a bounnerañ groaz.
Bremañ, tudoù, deoc'h holl me lavar,
Kemeromp perzh en o glac'har,
Hag a wir galon sikouromp anezho,
Hag er bed all, an Doueoù hor paeo.