current location : Lyricf.com
/
Songs
/
Paye tes dettes [Breton translation]
Paye tes dettes [Breton translation]
turnover time:2025-04-20 19:09:49
Paye tes dettes [Breton translation]

Goloet e oa a zleoù

penn-kil ha troad.

Mont a rae d'e di d'ober o c'hest

e holl gredourien.

Evit tec'hel rak an holl dudennoù-se

e oa jahinet ganto,

un daez a oa, didrouz kaer

e loc'has war-zu ar c'hoadoù.

E-harzh ur wezenn e chomas kousket,

ha tra m'edo oc'h huñvreal

ul labous a-us dezhañ

war ur skourr a gane:

Pae da zle, pae da zle, unan, daou!

Pae da zle, pae da zle, paotr kozh!

Pae da zle, pae da zle,

gwell eo;

peotramant

ne vo ket mat ar jeu.

En em soñjal a reas, e-barzh e huñvre:

mouezh ma c'houstiañs eo homañ

o redek war ma lerc'h, ouzh ma eveshaat.

Pa zihunin, emaon o vont

da beurbaeañ an holl vignoned-se

o deus fiziet ennon.

Biken james, en em soñjan,

n'houllan kaout termen.

Pae da zle, pae da zle, a lâre

Pae da zle, pae da zle, al labous

Pae da zle, pae da zle,

bec'h dezhi.

Mont a reas didortilh-kaer.

Pebezh eñvorenn! pebezh devezh!

Pa beurbaeas kement-holl (holl!)

a zlee abaoe bloavezhioù

betek ar gwenneg diwezhañ.

En em zizober a reas memes eus e roched:

posubl eo ober hepti.

C'hwezhañ a rae un aezhenn er c'hoad;

distreiñ a reas di laouen,

ha gourvez e harzh ar memes gwezenn.

Neuze ar memes labous

a zeuas da bradañ tost-tost outañ

en ur adlavarout, genaouek e neuz:

Pae da zle, pae da zle, unan, daou!

Pae da zle, pae da zle, paotr kozh!

Pae da zle, pae da zle,

gwell eo;

peotramant

ne vo ket mat ar jeu.

Rik d'an ampoent-se e komprenas

ne oa mouezh e goustiañs

nemet ul loen-bluñv

diboell hag aheurtet

a adlavare ar memes kri

abaoe ma oa bet ganet

he gouzout petra a lâre.

Na pebezh planedenn!

Pae da zle, pae da zle, a lâre

Pae da zle, pae da zle, al labous

Pae da zle, pae da zle,

Trawalc'h,

pe da frigasañ a rin.

(Komzet:)

Hag evel-se e reas:

gweañ a reas e c'houzoug d'al labous,

ha d'an deiz war-lerc'h e-barzh an holl stalioù

hag e-keñver e holl vignoned...

(Kanet:)

e reas dleoù, e reas dleoù, unan, daou!

e reas dleoù.

Ac'h! gwell eo se!

Ha d'un abardaez pa oa deut kozh,

kozh-kenañ,

e varvas

goloet holl a zleoù.

Comments
Welcome to Lyricf comments! Please keep conversations courteous and on-topic. To fosterproductive and respectful conversations, you may see comments from our Community Managers.
Sign up to post
Sort by
Show More Comments
Charles Trenet
  • country:France
  • Languages:French
  • Genre:Poetry, Singer-songwriter
  • Official site:http://www.charles-trenet.net/
  • Wiki:https://fr.wikipedia.org/wiki/Charles_Trenet
Charles Trenet
Latest update
Copyright 2023-2025 - www.lyricf.com All Rights Reserved