War e skoaz ur c'hozh pal a zouge,
war e ziweuz ur sonenn flour,
war e ziweuz ur sonenn flour,
hardizhegezh a-leizh e galon
war ar maezioù e kie start.
Paour-kaezh Marzhin, gast a zienez!
Kleuz an douar, kleuz an amzer.
Evit gounit bara da vevañ,
adal tarzh-deiz bete kuzh-heol
adal tarzh-deiz bete kuzh-heol
diehan e kleuze an douar,
e pep lec'h, dindan pep amzer.
Paour-kaezh Marzhin, gast a zienez!
Kleuz an douar, kleuz an amzer.
Hep diskouez war e dremm tres ebet
a warizi pe zrougiezh
a warizi pe zrougiezh
arat a rae tachennoù re all,
o palat-dibalat bepred.
Paour-kaezh Marzhin, gast a zienez!
Kleuz an douar, kleuz an amzer.
Ha pa sinas an Ankou dezhañ
palat e dachenn diwezhañ
palat e dachenn diwezhañ
e kleuzas e doull-bez e-unan
oc'h ober difrae, o skoachañ.
Paour-kaezh Marzhin, gast a zienez!
Kleuz an douar, kleuz an amzer.
E kleuzas e doull-bez e-unan
oc'h ober difrae, o skoachañ,
oc'h ober difrae, o skoachañ.
ennañ e c'hourvezas dilavar,
evit mirout a zirenkañ.
Paour-kaezh Marzhin, gast a zienez!
Kousk en douar, kousk 'n amzer-pad.