E-kerzh bloavezh mil nav c'hant pevarzeg ha pe'r-ugent
A leizh 'oa tud dizarc'hant 'barzh hor c'herbenn.
E kreiz Roazhon 'n oa bet c'hoant pesketourien Penn ar Bed
Da ziskouez 'oa direzon al lezenn estren.
Dalc'het 'oa leun a gounnar pell a-walc'h d'ar gannaded c'hall,
Laosket oa gante 'met ur mod da gaozeal.
'Tal an ti bras e kreisker, kreskiñ 'rae c'hoazh o niver.
Droug a galon gant divrec'h prest da vrezel.
Dija Breizh 'oa 'tihuniñ, ar Ministr o tijuniñ.
Mogerioù leun a ludu, moged uhel.
Adsavomp hor Parlamant, adkavomp hor Parlamant!
Ha lakaomp da chom en dro Breujou Breizh hor Bro!
Pa 'vo savet hor Breujoù poent 'vo gervel d'en emvod
E kichen ar Parlamant Dael meur ar Vro!
D'enebiñ ken ne zeuio met d'o zraou d'ober wardro
An istor 'ray ar bobl am'n e Dael ar Vro.