Ganet on bet e-barzh ur barrez
tost d'an neñv leun a laboused.
Me 'zo ar bugel furañ
eus Padie-les-Eaux1
Bragezerien eo ma zud
ha deiz-noz
e reont o micher tristidik
leun o c'halonoù gant karantez.
(Diskan:)
Tad a graf ha mamm a wri,
tad a graf ha mamm a wri,
tad a graf ha mamm a wri,
tad a graf ha mamm a wri.
Klevout a ran diouzh an noz o mekanik
o leñvañ er c'hrignol
er memes giz hag a ra an avel en diri
e ti ma amezegez.
E-kreiz un huñvre, a-wechoù,
e tihunan a-lamm.
Gwelout a ran an deiz o tarzhañ,
tra ma, d'an nec'h,
Tad a graf... (h.k.a.)
An Nevez-Amzer 'zo hiziv, ha ma gouel ivez:
pemzek vloaz on, na pebezh boneur!
ha merc'hed war o marc'h-houarnioù
a gas ma c'halon ganto.
Unan a ouzon, koant-kenañ anezhi,
Loeizaig hec'h anv.
He gweladenniñ a ran war ar prad,
rak em zi...
Tad a graf... (h.k.a.)
D'ur mintin sklaer eus miz Kerzu,
en em euredjomp an eil gant egile,
ha d'an abardaez, e-barzh hor c'hambr
e c'hoarzhe ma gwreg.
War-nes e oamp da gavout
an eürusted e-kerzh an noz-mañ,
pa souden, dre ar prenestr
e klevjomp un trouz:
Tad a graf... (h.k.a.)
Siwazh! Dioueriñ a ris ma mamm.
Didrouz e varvas-hi,
hag un nebeud da-c'houde ma zad
a heulias hent ma mamm.
Aet eo Loueizaig kuit
gant ur foeter-bro.
Hag e-barzh hon ti satanazet,
war a lârer...
Emañ tad o krafañ,
emañ mamm o wriat,
emañ tad o krafañ,
hag emañ mamm o wriat.
1. Un anv lec'h ijinet.