Ma farrez e strad an dour,
soñj a zeu dezhi eus ar mareoù ken tost ouzhomp
pa nije e-barzh an deiz nevez-savet
trouz lirzhin ar c'hleier.
Ma farrez beuzet e strad an dour,
soñj a zeu dezhi eus trouz an annevioù,
a glevan c'hoazh o heklev
o fraoñval dindan ur golo eonenn,
ha mouezh ar gwez-pupli.
Biskoazh, biskoazh n'hellis e ankounac'haat.
Na kement eñvorennoù beuzet
'zo o c'housk amañ, dindan ar flod digenvez,
abaoe ma veuzas ur stankell villiget
ma zraonienn c'hlas!
Ma farrez e strad an dour,
soñj a zeu dezhi eus traoù dudius,
eus ur garantez a voe ken kaer,
un heol evit ma buhez a-bezh...
Neuze pa sonet en deus ar c'hloc'h kañv,
marv eo ar garantez. Daoust hag e voe-hi hedro?
Ha trist ha divi-kenañ eo ma c'halon,
ma c'hlon, heñvel-tout ouzh ar barrez-se,
ar barrez-se, beuzet e strad an dour,
emaon an hini nemetañ a glev hec'h huanadoù hag he difronkadennoù.