Ur verc'h zo e Bro-Iwerzhon hag a rofe din ur maen-sked ha peadra da evañ ma gwalc'h,
Ur verc'h zo e Bro-Iwerzhon hag a zo ma c'han flouroc'h outi eget sonerezh un delenn
Ur verc'h zo e Bro-Iwerzhon hag a gavje gwelloc'h ma gwelout o lammat, kent eget ma vije
maenet ma c'horf er pri dindan an douar
Ur verc'h zo e Bro-Iwerzhon hag he dije oaz ouzhin ma vijen poket nemet ur wech gant ur plac'h, un devezh foar; iskis eo neketa ? Hag ar garantez am eus outo
Ur verc'h zo hag he c'havfen gwelloc'h eget un batailhon, hag ur c'hantad anezho na vo biken din
Tra ma'z eus un den divalav eus ar sav-heol ha na gomz ket saozneg, un dousig ken brav ouzh e vrec'h
Ur verc'h zo hag a lavarfe ma'z ajen da bourmen ganti, aour am bije diganti
Hag ar verc’h he hiviz gwisket ganti a zo he bevañs kreñvoc’h eget ur bagad ejened
Ar verc’h-se a lakfe Ballymyr ha kompezenn Tyrone da vezañ bouzar
Ha ne welan netra all d’ober d’am droug nemet distagañ diouzh ar boeson