current location : Lyricf.com
/
Songs
/
Maman, Papa [Breton translation]
Maman, Papa [Breton translation]
turnover time:2024-11-08 00:58:08
Maman, Papa [Breton translation]

Mammig, mammig, o sevel ar ganaouenn-mañ,

Mammig, mammig, e teuan da vezañ ur paotrig en-dro.

Neuze e vezan fur e-barzh ar skol,

hag evit plijout dit

e c'hounezan ar plasoù kentañ,

da c'hoant eo se.

Mammig, mammig, gwell eo din eget ma c'hoarioù diroll

Mammig, mammig, chom war da varlenn,

ha selaou, dilavar tout, ouzh da ganaouennoù.

Mammig, mammig, mammig, mammig.

Tadig, tadig, o sevel ar ganaouenn-mañ,

Tadig, tadig, e teuan da vezañ ur paotrig en-dro,

hag ez klevan dindan ar barr-arnev

oc'h ober gant da fentigellerezh a-bezh

evit adkas hardizhegezh

d'hor c'halonoù sammet.

Tadig, tadig, n'eus ket bet etrezomp

Tadig, tadig, teneridigezh na gerioù flour,

met en em garemp evelkent, daoust deomp da chom hep en anzav.

Tadig, tadig, tadig, tadig.

Mammig, tadig, o sevel ar ganaouenn-mañ,

Mammig, tadig, e teuan da vezañ ur paotrig en-dro,

ha dre ar gorfigell-mañ

e komprenan a-daol trumm

priz ho sakrifisoù,

ma zud.

Mammig, tadig, keuz am bo da viken

Mammig, tadig, abalamour m'em eus o lakaet da ouelañ

d'ar mare ma n'en em gomprene ket c'hoazh,

Mammig, tadig, mammig, tadig.

Comments
Welcome to Lyricf comments! Please keep conversations courteous and on-topic. To fosterproductive and respectful conversations, you may see comments from our Community Managers.
Sign up to post
Sort by