current location : Lyricf.com
/
Songs
/
Lili Marlen [Breton translation]
Lili Marlen [Breton translation]
turnover time:2025-04-08 05:29:44
Lili Marlen [Breton translation]

'Tal ar c'hazarn bemnoz

'Kichen an nor vras

'Vezan ouzh da c'hortoz

Dindan al letern glas

Eno fenoz evel gwechall

Ouzh da c'hedal e vin gant mall

'Vel kent, Lili Marleen

'Vel kent, Lili Marleen.

Diouzh hon daou skeud stardet

Un'n ne weled ken

Nag em eus da garet

Henn goût a rae pep den

Ret eo d'an holl gwelout fenoz

E vimp dindan al letern kozh

'Vel kent, Lili Marleen

'Vel kent, Lili Marleen.

Son a rae ar c'hleron

Sentiñ a oa ret

Pe e tapjen prizon

Chom pelloc'h n'hallen ket

Neuze diouzhit e tec'han kuit

Pa'm bije bet c'hoant mont ganit

Ganit, Lili Marleen

Ganit, Lili Marleen.

'Tal al letern karet

Gant va Lili gaezh

Pell em eus ankouaet

E sked bep abardaez

Met va c'halonig 'yafe fall

Mar kavfen eno unan all

Ganit, Lili Marleen,

Ganit, Lili Marleen.

Rak e don va spered

Ha dalc'hmat em c'hreiz

Eo da zremm venniget

A welan noz ha deiz

Emberr, ya, selaou 'ta ouzhin,

Dindan al letern kozh e vin,

'Vel kent, Lili Marleen

'Vel kent, Lili Marleen.

Comments
Welcome to Lyricf comments! Please keep conversations courteous and on-topic. To fosterproductive and respectful conversations, you may see comments from our Community Managers.
Sign up to post
Sort by
Show More Comments
Marlene Dietrich
  • country:Germany
  • Languages:German, English, French, Portuguese+2 more, Russian, Hebrew
  • Genre:Soundtrack
  • Official site:http://www.marlene.com/
  • Wiki:https://en.wikipedia.org/wiki/Marlene_Dietrich
Marlene Dietrich
Latest update
Copyright 2023-2025 - www.lyricf.com All Rights Reserved