current location : Lyricf.com
/
Songs
/
Les Marchés de Provence [Breton translation]
Les Marchés de Provence [Breton translation]
turnover time:2024-11-19 04:40:23
Les Marchés de Provence [Breton translation]

Bez' ez eus a-hed marc'hallac'hioù Breizh,

dezho diouzh mintin c'hwezh mor hag ar C'hornog,

frond kaol-fleur, artichaod hag ognon,

en o c'hreiz ur mous bennak o tañsal.

Baleer noz ma 'z on, pa 'm eus a-steudadoù

tremenet broioù na welen ket anezho,

da darzh an deiz em eus mall da gaout war ma hent

ar boblañs vamet-se o c'hoarzhin hag en em c'hervel

diouzh ar mintin war ar marc'hallac'h

Setu, 'vit daou wenneg1, mouar diouzh hor girzhier

ur bokedig perisilh ha daou lur-pouez prun,

Daoust hag ho po, lârit, ur mell karchedad avaloù

pe ber dourek.

Setu deoc'h rubar ha chalotez kaer,

pesk fresk diwar Steredenn ar Beure2.

Daoust hag ho po, lârit, ur boked roz-kaouled

pe un elestrenn bennak?

Ha war ar marc'had e vez profet deoc'h digoust-kaer

ur yezh a red diwar bep tu ha ne davo biken.

Hogen ez eus, a-hed marc'hallac'hioù Breizh

kement merc'hed koant, kement merc'hed koant,

ma teu din gwech-mañ-gwech soñjezonoù froudennus.

Baleer noz ma 'z on, pa 'm eus a-steudadoù

kejet gant selloù na welen ket anezho,

da darzh an deiz em eus mall da gaout war ma hent

merc'hed an avel-se o c'hoarzhin ha ma gervel

diouzh ar mintin war ar marc'hallac'h

Setu, 'vit daou wenneg mouar diouzh hor girzhier

ur bokedig perisilh ha daou lur-pouez prun

Daoust hag ho po, lârit, ur mell karchedad avaloù

pe ber dourek.

Setu deoc'h rubar ha chalotez kaer,

pesk fresk diwar Steredenn ar Beure.

Daoust hag ho po, lârit, ur boked roz-kaouled

pe un elestrenn bennak?

Ha war ar marc'had e vez profet deoc'h digoust-kaer

ur yezh a red diwar bep tu ha ne davo biken.

1. "Kant lur" en destenn orin bet savet e 1957, hag a ra gant "lurioù kozh". Kement-se a dalv war-dro 0,15 euro.2. "La Marie Charlotte" en destenn orin, un anv divoaz e Breizh.

Comments
Welcome to Lyricf comments! Please keep conversations courteous and on-topic. To fosterproductive and respectful conversations, you may see comments from our Community Managers.
Sign up to post
Sort by
Show More Comments
Gilbert Bécaud
  • country:France
  • Languages:French, German, English, Spanish, Italian
  • Genre:Jazz, Pop, Singer-songwriter
  • Official site:https://gilbertbecaud-officiel.fr/
  • Wiki:http://en.wikipedia.org/wiki/Gilbert_Bécaud
Gilbert Bécaud
Latest update
Copyright 2023-2024 - www.lyricf.com All Rights Reserved