Pa 'z an da stal ar marc'hadourez bleuñv,
ne brenan nemet lireuennoù...
mard eo trist ton ma c'hanaouenn,
abalamour ma n'emañ ket karantez ken amañ eo se.
O vezañ ma 'z eo, mod pe vod,
piket ma c'halon gant seurt bleunioù,
deut on tre dre ar porzh,
dre Borzh al Lireu 1.
Lireu, a-vec'h e veze outo,
lireu, ne veze ket outo:
marvet e oant holl er brezel,
tremenet d'an Anaon.
Kejet em eus ouzh ur goantenn
edo o damvleuñviñ aze.
C'hoant am eus bet da imboudañ warni
ma froudenn ouzh al lireu.
Merket em eus gant ur groaz wenn
an deiz ma nijjomp kuit,
krog ouzh ur skourr
ur skourr lireu.
Karantez kaezh, dalc'h stard d'ar baol,
tremen a ray an amzer dre amañ,
hag ur barbar eo an amzer
eus gouenn Atila.
Er c'halonoù ma dremen e varc'h dreuzo
ne gresk ket ar garantez a-nevez.
D'ar pevar c'horn eus an ec'honder
e ra ar gouelec'h dindan e seulioù.
Neuze, marv eo hor c'harantez,
nijet kuit d'ar Bed All,
en ur lezel an alc'hwez dindan an nor,
e Porzh al Lireu 2
Rouzard ar Sulioù,
an hini a roe din al La,
zo kludet war skourroù all,
skourroù lireu all.
Pa 'z an da stal ar marc'hadourez bleuñv,
ne brenan nemet lireuennoù...
mard eo trist ton ma c'hanaouenn,
abalamour ma n'emañ ket karantez ken amañ eo se.
1. Porte des Lilas, e Pariz.2. Ober a ra ar brezhoneg gant daou c'her disheñvel evit "porte".