current location : Lyricf.com
/
Songs
/
Les funérailles d'antan [Breton translation]
Les funérailles d'antan [Breton translation]
turnover time:2024-11-27 21:36:43
Les funérailles d'antan [Breton translation]

Ho lakaat e-barzh ar jeu a rae gwechall kerent ar re varv;

laouen-tre e lakaent o mignoned da dennañ o mad eus se:

"Bez ez eus un den marv du-mañ, mard hoc'h eus dudi gant se,

deuit da ouelañ warnañ ganeomp d'an taol a greisteiz".

Hiziv avat n'eo ket ken brokus c'hoazh ar re vev:

pa 'z eus un den marv ganto, e viront anezhañ evito hoc'h-unan.

Setu an abeg ma, abaoe un nebeud bloavezhioù,

ur bern obidoù a dremen hebiou d'hor fri. (d.w.)

(Diskan)

Pelec'h 'ta emaint, an obidoù kaer a-wechall

ar c'hirri-kañv, c'hirri-kañv, c'hirri-kañv, c'hirri-kañv

bihan hon tadoù kozh

o vont o todorosal a-hed an hent,

ar c'horfoù marv, c'horfoù marv, c'horfoù marv, c'horfoù marv

stambouc'h hag en o brud.

Pa vezent kontant an heritourien,

d'ar touller-bez, d'ar sakrist 1, d'ar person e paeent ur bannac'h.

Diamzeret int,

o amzer o deus bet

ar kaer a bompadoù, pom-pom-pom-padoù kañv;

ne vint ket gwelet ken,

hag ur glac'har eo se,

ar pompadoù kañv eus amzer hon ugent vloaz.

Bremañ ar c'hirri-kañv, d'an daoulamm ruz,

a gas ar re dremenet d'an diaoul pellañ.

N'o deus ket ar plijadur ken

da welout o heritourien dipitet o vale en abon..

Ur sizun bennak 'zo, d'ar c'hant ha daou-ugent kilometrad d'an eur

e kasent hailhoned unan outo war-zu ur vered divalav,

p'o deus pladet ouzh ur wezenn c'hraet eus koad kalet,

e voe dizoloet en doa graet an hini marv e dorad.

(D'an diskan.)

Kentoc'h eget kaout obidoù diginklet tout,

gwell e vefe din, e fin ar gont, dioueriñ bez,

gwell e vefe din mervel e-barzh an dour, e-barzh an tan, e-barzh n'eus forzh petra,

ha memes, gant ar stard, chom hep mervel tamm ebet.

Ac'h, ra adsavo amzer an dud varv c'hwezhet gant lorc'h,

amzer ar "gwelet-m'az-peus-e-barzh-ma-arched-c'hwek",

ha gant ma vefe ret dispign betek o gwenneg diwezhañ,

pa dav groñs e oa d'an dud mervel uheloc'h eget o revrioù.

(D'an diskan.)

1. "Croque-mort" e galleg. Ret e vefe skrivañ "paotr an interamantoù" e brezhoneg, met re luziet eo an dro-lavar-se.

Comments
Welcome to Lyricf comments! Please keep conversations courteous and on-topic. To fosterproductive and respectful conversations, you may see comments from our Community Managers.
Sign up to post
Sort by
Show More Comments
Georges Brassens
  • country:France
  • Languages:French
  • Genre:Singer-songwriter
  • Official site:http://www.georges-brassens.com/
  • Wiki:https://fr.wikipedia.org/wiki/George_Brassens
Georges Brassens
Latest update
Copyright 2023-2024 - www.lyricf.com All Rights Reserved