current location : Lyricf.com
/
Songs
/
Les amours d'antan [Breton translation]
Les amours d'antan [Breton translation]
turnover time:2024-12-02 17:42:34
Les amours d'antan [Breton translation]

Ma c'harantezioù a wechall din-me, micherourezed yaouank e oant,

Gaid, ar gannerez, ha Soazig ar wiaderez

ket a noblañs tamm-pe-damm, digarezit an diouer.

Bez e oant, emezoc'h, koantenned a ouenn izel,

nimfed diouzh ar c'hanioù-skarzh, kaerenned diouzh ar gloued-gustum

Aotroù hor mestr 1, pep hini en deus an Itronezed a wechall-gozh a c'hell kaout.

Rak d'an oad a ugent vloaz e chom ar galon a-sav el lec'h ma arsav ar sell.

Lorc'haj a ra deoc'h ar c'hentañ lostenn a dremen hebiou,

ur meuz roue eo an disterañ verjerenn.

En diouer a varkizez, e pleustrer he matezhig,

en diouer a flourdiliz, e greer gant ar boked an hañv.

D'an Nevez-Amzer e ra Kupidon e viroù gant pep seurt koad.

Kejañ a reer gant ar goantenn d'ar Sul, war marc'had ar c'hozhkailhez,

"Me 'blij dit, te 'blij din", ha setu graet ar marc'had.

N'oa ket santimantoù uhel ar pep retañ.

"Me 'blij dit, te 'blij din,... deus 'ta, soudard kaer",

ha gant un tren bannlev e loc'her war-zu enez Siter

N'oa ket ret nemetken degas e galon.

Diwar ar gwel kentañ n'oa ket Mimi re hoalus:

e stal he feurer n'oa ket anv eus erminig, moarvat,

ne zeue ket he dilhad diouzh atalier un doue,

met pa daole he fichadenn diginkl evidoc'h

dreist Meilh ar C'haletenn 2

Psike hec'h-unan tout e oa an hini a zeue war-wel.

D'an eil emgav, a-wechoù, n'oa den:

n'he doa ket dalc'het d'he ger, an Amazon vihan;

met ne zireder ket d'en em grougañ evit se:

ar boked marc'harid bet deraouet gant Suzig,

achuiñ a reer d'he dizeliañ gant Lizig,

hag ar garantez a gave he gwalc'h evelkent.

Bez e oant, emezoc'h, koantenned a ouenn izel,

nimfed diouzh ar c'hanioù-skarzh, kaerenned diouzh ar gloued-gustum

Met ma c'harantezioù din-me e oant, digarezit an diouer,

plac'hed anvet Manon, pe Mimi, pe Suzig, pe Muzedig,

Gaid, ar gannerez, ha Soazig ar wiaderez

Aotroù hor mestr, pep hini en deus an Itronezed a wechall-gozh a c'hell kaout.

1. "Mon prince" e galleg, un doare damseven da vont da dud a renk uhel gant tud eus ar bobl.2. Bez' e oa ar "Moulin de la Galette" un ti-bal brudet e Montmartre. Ne chom nemet un preti outañ.

Comments
Welcome to Lyricf comments! Please keep conversations courteous and on-topic. To fosterproductive and respectful conversations, you may see comments from our Community Managers.
Sign up to post
Sort by
Show More Comments
Georges Brassens
  • country:France
  • Languages:French
  • Genre:Singer-songwriter
  • Official site:http://www.georges-brassens.com/
  • Wiki:https://fr.wikipedia.org/wiki/George_Brassens
Georges Brassens
Latest update
Copyright 2023-2024 - www.lyricf.com All Rights Reserved