D'an eil-warn-ugent a viz Gwengolo oc'h aet d'an Diaoul pellañ,
hag abaoe se, d'an hevelep deiziad
e souben ma mouchouer e koun ouzhoc'h.
Ha setu-ni adarre d'an deiz-se, hogen diseblant e choman:
n'em eus ket an disterañ daeraouenn da lakaat d'am malvinier:
An eil-warn-ugent a viz Gwengolo, ne ran foutre forzh outañ hiziv an deiz.
Ne vo ket gwelet c'hoazh, d'ar mare an delioù sec'h
an ene daonet-se 'zo hañval din, hag a zoug kañv
da bep delienn, e koun ouzhoc'h.
Ra deurvezo Prévert kaezh hag e velc'hwed-krogennek
ober hepdon evit douarañ o delioù.
An eil-warn-ugent a viz Gwengolo, ne ran foutre forzh outañ hiziv an deiz.
Gwechall, o tisplegañ ma divrec'h evel ur re a eskell,
e pignen betek an oabl evit mont war lec'h d'ar wennilienn,
hag e torren ma eskern, e koun ouzhoc'h.
Sorc'henn Ikar a tec'h diouzhin bremañ:
o vont kuit, ne ray ket ar wennilienn an Diskar-Amzer ken.
An eil-warn-ugent a viz Gwengolo, ne ran foutre forzh outañ hiziv an deiz.
Skoulmet gant aked dre un tamm eus ho tantelez
em boa, war brim ma frenestr ur bod melenigoù 1
a zouren gant daeroù e koun ouzhoc'h.
Emaon o vont d'o frofañ d'an den marv kentañ a dremeno.
N'on ket barrek diouzh eñvorioù peurbadel bremañ.
An eil-warn-ugent a viz Gwengolo, ne ran foutre forzh outañ hiziv an deiz.
Ne dremeno ket an tammig kalon bet chomet din
ar Gehedez gañvaouus hiviziken
en ur lammat diroll e koun ouzhoc'h.
Dislonket en deus e flammenn, hag emañ e c'hlevezenn o vervel:
a-vec'h e c'hellfed krazañ peder c'histinenn warni.
An eil-warn-ugent a viz Gwengolo, ne ran foutre forzh outañ hiziv an deiz.
Ha trist eo bezañ hep tristidigezh ken heptoc'h.
1. "Immortelles" e galleg.