current location : Lyricf.com
/
Songs
/
Le soleil et la lune [Breton translation]
Le soleil et la lune [Breton translation]
turnover time:2024-11-29 16:15:29
Le soleil et la lune [Breton translation]

War doenn an ostaleri m'emaon o chom enni ganit,

tra ma c'hortozan da zonedigezh, ma c'haredig,

pa laka an noz da ganañ gwelloc'h hag uheloc'h egedon

an holl gizhier, an holl gizhier, an holl gizhier,

petra 'vez lâret war an toennoù? Petra 'adlavar mouezhioù

ar c'hizhier, ar c'hizhier oc'h hiraezhiñ?

Kanaouennoù a ouzon hag a troan [en hor yezh] evidout:

Set'-inti, set'-inti, set'-inti amañ.

Diskan:

Emgav 'zo lakaet d'al loar gant an heol,

met n'emañ ket al loar war al lec'h, ha gortoz a ra an heol.

Er bed-mañ pep hini gant e hini

pep hini eo ret dezhañ ober ar memes tra.

Amañ eo al loar, amañ eo al loar,

amañ eo al loar hogen an heol n'e wel ket.

Evit e zizoleiñ ret eo an noz,

ret eo an noz, met n'oar ket se an heol hag e splann bepred.

Emgav 'zo lakaet d'al loar gant an heol,

met n'emañ ket al loar war al lec'h, ha gortoz a ra an heol.

Ma zad a lâr en deus gwelet se, eñ.

Tud ouiziek, kelennet gant ar glav hag an avel,

a gemenne ar Varn Diwezhañ, un deiz a oa.

Displegañ a rae ar c'hazetennoù gant gerioù fromus

alioù hag abegoù an tud ouiziek.

Tud pennfollet a-leizh a c'houlenne digant an archerien

daoust hag e oa ar bed tapet e-barzh.

D'an ampoent-se an doktored, an dud a skiant hag ar gelennerien

a grogas a-daol trumm a-gevret gant ar son-mañ

(Diskan)

Klevit, filozofed: evidoc'h eo ar bomm-mañ:

Un astr loariadek eo ar boneur

a dec'h kuit rak galv meur a emgav.

Steuziañ, mervel a ra dirazomp,

ha tost emañ ouzhomp p' hon eus soñj e vez pell.

Beajiñ, beajiñ, beajiñ a ra,

ha neuze e loc'h hag e zistro hag e ya n'eus forzh pe-da-lec'h.

Klaskit anezhañ: hogos e pep lec'h emañ.

Comments
Welcome to Lyricf comments! Please keep conversations courteous and on-topic. To fosterproductive and respectful conversations, you may see comments from our Community Managers.
Sign up to post
Sort by
Show More Comments
Charles Trenet
  • country:France
  • Languages:French
  • Genre:Poetry, Singer-songwriter
  • Official site:http://www.charles-trenet.net/
  • Wiki:https://fr.wikipedia.org/wiki/Charles_Trenet
Charles Trenet
Latest update
Copyright 2023-2024 - www.lyricf.com All Rights Reserved