Gwechall, pa vezen ur ribitailh,
doñjer am boa eus ar gerioù lous,
ha pa veze "kaoc'h" war ma spered
n'el lavaren ket.
Met
hiziv an deiz, pa vez ma micher
komz evel ur furlukin,
ne chom ket "kaoc'h" war ma spered, feiz!
El lârout a ran.
Me 'zo ar Pornograf
eus ar fonograf,
al lavagnon
eus ar c'hanaouennoù.
Evit diduellañ an arvesterien
e tufan bouc'haj,
komzoù diwisk a-c'henaouadoù,
dizere-kenañ anezho.
Met
pa zegouezh din bezañ ma-unan-penn dindan ma zoenn,
en em ziskouezan gant ar biz em melezour bras,
hag e youc'han ouzhin "Paotr diseven,
kae gant ar seizh mil diaoul kornek!" 1
Me 'zo...
Bep Sadorn ez an da gofes
evit anzav bezañ komzet eus feskennoù,
hag e prometan d'ar marabout
e lakain berz warno.
Met
gant aon, ma ne gomzan ket outo ken,
na finisin ma buhez e-barzh Arme ar Silvidigezh,
e tegasan e-barzh dizale
ar feskennoù difeiz.
Me 'zo...
A-hend-all, ma gwreg
he deus un temz-spered c'hoantaus
a boulz anezhi da c'hourvez en noazh
dindan den-pe-zen.
Met
daoust hag e vo aotreet din, evit bezañ didro,
komz eus se war leurenn an davarn
hep lârout he deus d'ar muiañ
an tan ouzh he revr.
Me 'zo...
Bez' am bo eürusted, moarvat,
hag emichañs ar Groaz a Enor,
evit kanañ war an ton bras
ar garantez a gas da Rom 2
Met
"Turlututu" a lâras ma ael-mat,
arabat eo dit kanañ ar garantez
anez dezhi diglorin war blanedenn
ur c'hast.
Me 'zo...
Ha pa grogan da ganañ, laouen tout,
evit un tavarnour,
ur sonenn dudius diwar ar maez,
melkoniek e teu-eñ da vezañ
Ha
lârout a ra din, beuzet e vouezh e(barzh daeroù,
"Mar plij deoc'h kanañ ar bleuñv,
kreskent-i d'an nebeutañ e straed Blondel 3
'barzh ur vordel."
Me 'zo...
Da bep pardaez, kent koan,
e pourmenan ma fri war ar pondalez,
oc'h arvestiñ ouzh tud ar bobl
en kuzh-heol.
Met
na c'houlennit diganin kanañ diwar-benn se,
mard hoc'h eus aon na glevfec'h amañ
e plij din gwelout, diwar ma fondalez,
pennoù-klouk o tremen.
Me 'zo...
An eneoù mat war ar bed-mañ
'zo en-gortoz e teuy, d'am zremenvan,
Satan da doullgofañ
ar paotr marv-se lous e c'henoù.
Met
ra blijo d'ar Manitou bras,
pa ne ra forzh ebet eus ar gerioù,
degemer en e Jeruzalem,
d'ar c'houlz disliv...
ar Pornograf
eus ar fonograf,
al lavagnon
eus ar c'hanaouennoù.
1. E galleg: "Va te faire voir par les Grecs". 2. Da lârout eo ar garantez gristen. Damgomz 'zo amañ eus kanaouennoù Tad Duval.3. Ur straed Pariz brudet evit he bordili.