current location : Lyricf.com
/
Songs
/
Le modeste [Breton translation]
Le modeste [Breton translation]
turnover time:2024-09-09 05:20:55
Le modeste [Breton translation]

N'eus diouer ebet eus broioù:

dont a reer war an douar e Salamaca,

Pariz, Bourdel, Lil pe Vrest.

Eñ avat, tapet e voe gant e c'hanedigezh

war-dro Santez Maried ar Mor 1:

ur paotr difouge eo-eñ.

Er memes mod hag a reas ur roue 2 gwechall

kap tout e vefe, 'm eus aon,

da reiñ e dron hag ar peurrest

en eskemm d'ur roñse nemetken eus Bro-Gamarg,

jilgamm, kozh, born, diviet:

ur paotr difouge eo-eñ.

Ur wezenn-bin "disheolier" 3 war e heul,

mar tec'h hep pouezañ war al leur

diouzh an disterañ strivadenn, evel ur vosenn,

an abeg eo ma, war ar chanter e zivrec'h a ramz 4,

e trofe ar re all da lu:

ur paotr difouge eo-eñ.

Pa goll d'ar c'hoari bouloù,

arabat bezañ nec'het, paotr kozh:

mard e teu d'az tabutal,

d'ober penn-mouzh ouzhit, d'az pountañ,

laouen eo ganit, evit gwir:

ur paotr difouge eo-eñ.

Pa vez imoret gant un torr-revr bennak

mar n'e weler morse

sevel e zorn blim ouzh ar paotr,

en abeg eo ma ne gav ket dezhañ talvoudus

mezhekaat e enebour:

ur paotr difouge eo-eñ.

Pa zeu da vezañ sod-mik gant karantez

n'eus chañs ebet ec'h anzavfe.

Kasaat a ra diskouez e santimantoù, evel-just.

Hervezañ, lakaat dindan an heol

e galon pe e revr, n'eus ket a ziforc'h:

ur paotr difouge eo-eñ.

Pa vez douaret ur beulke bennak

eus e vignoned, ma ra goap,

mar chom sec'h e lagad, mar ne ziskouez

glac'har ebet, na laka ket re a fiziañs e-se:

pounner-kenañ eo e galon:

ur paotr difouge eo-eñ.

Mar gra un estrañjour ouzhit,

pe vefes diouzh Naplez, pe diouzh Añje,

pe ul lec'h all bennak, na dro ket da gein.

Eñ, pa ra ur mignon diouzhit,

ne fell ket dezhañ e vefe embannet:

ur paotr difouge eo-eñ.

Mar n'out ket dizesk a-grenn,

mard out gouest da lenn etre ar gerioù,

etre ar fedoù, etre ar jestroù,

neuze e weli sklaer en e jeu,

hag ar kaer a babor-mañ:

ur paotr difouge eo-eñ.

1. Les Saintes-Maries-de-la Mer, ur bourc'hig e Bro-Gamarg (dep. Bouches-du-Rhône)2. Richard III eus Bro-Saoz.3. War a seblant n'eus ger ebet evit ar ouenn-gwez se (Pinus pinea) e brezhoneg. N'eo ket ur souezh.4. "Hercule" e galleg.

Comments
Welcome to Lyricf comments! Please keep conversations courteous and on-topic. To fosterproductive and respectful conversations, you may see comments from our Community Managers.
Sign up to post
Sort by