current location : Lyricf.com
/
Songs
/
Le mauvais sujet repenti [Breton translation]
Le mauvais sujet repenti [Breton translation]
turnover time:2024-09-09 05:18:12
Le mauvais sujet repenti [Breton translation]

Bez' e oa he dargreiz graet diwar an turgn,

leun he divlez;

edo o paotreta e tro-war-droioù

iliz ar Vadalen.

Diwar he doare lârout "Ma logodenn,

hag e sav c'hoant ouzhin ennout?"

anat e voe din em boa d'ober

gant un deskardez.

Ur pleg spered he doa, gwir eo,

un donezon,

met hep michererezh ne dalv ket un donezon,

n'eo nemet un tech fall.

A-dra-sur, n'eer ket da vezañ ur c'hast

evel ez eer da vezañ ul leanez,

d'an nebeutañ ar pezh eo se a gelenner e latineg

e-barzh ar Sorbon.

Oc'h en em santañ leuniet gant truez

e-keñver ar bompinell,

e kelennis dezhi an holl gorvigelligoù

eus he micher;

e kelennis dezhi an tu

da zastum ur grazadenn

dre fiñval al lodenn eus he c'hein

'zo heñvel d'al loar.

Rak e-barzh arzh ar paotreta,

anzav a ran,

an dra diaesañ eo bezañ gouest

da frejañ e zivfeskenn.

Ne dortilher ket e gouign

en evel mod

evit un apotiker, ur sakrist

un den-e-karg.

Kelennet timat dre

ma hantererezh

he zapas ac'hanon e-barzh gant ur rann

eus he gounidoù.

En em skoazellfomp an eil egile:

evel a lâr ar barzh,

hi a rae da c'horf, evel-just,

ha me da benn.

D'ur pardaez a oa, diwar

zorlo dizonest,

taget e voe gant

ur c'hleñved lous.

Neuze, gant gwir abeg, diwar gwir vignoniaj,

plac'h onest ma oa,

he deroas din an hanter

eus he mikroboù.

Goude strinkadurioù didruez

louzeier antiseptik

e tilezis ma stal dogan

a-vicher...

Kaer he devoe leuskel difronkoù

ha blejal a-bouez he fenn,

o vezañ ma vezen ul louston,

e trois da vezañ onest.

Kerkent ha disammet eus ma beli,

ma mignonez kaezh

a ziredas da c'houzañv argarzherezh

ar vordel.

Brud 'zo en em werzh memes da vugale Mari-Robin,

pebezh c'hwitañs!

N'eus ket a zereadegezh ken e-touez tud

hor bro-Frañs.

Comments
Welcome to Lyricf comments! Please keep conversations courteous and on-topic. To fosterproductive and respectful conversations, you may see comments from our Community Managers.
Sign up to post
Sort by