current location : Lyricf.com
/
Songs
/
Le gorille [Breton translation]
Le gorille [Breton translation]
turnover time:2024-09-09 05:20:42
Le gorille [Breton translation]

A-dreuz melloù kili edo

ar gwazenned eus ar c'hanton

oc'h arvestiñ ouzh ur pikol gorilh

dibreder eus ar c'hlakennaj.

Divezh-kaer e tarluche

ar glabouserezed-se ouzh ul lec'h rezis,

berzet ouzhin groñs gant ma mamm

ober anv outañ amañ.

Diwallit ouzh ar gorilh!

A-daol-trumm ar prizon klozet mat

ma veve al loen dispar

a zigoras, piv 'oar penaos. Me kred din

n'oa ket bet serret a-zoare.

O lammat er-maez eus e gael ar marmouz

a youc'has: "Hiziv e kollin anezhi!"

Komz a rae eus e fleurenn,

divinet ho poa, spi 'm eus.

Diwallit ouzh ar gorilh!

Mestr ar zoo pennfollet tout

a grie: "Fidamdoustik!

gwall nec'hus eo se, rak n'en deus ma gorilh

biskoazh hentet ur varmouzez bennak."

Kerkent ha gouezet gant gouenn ar plac'hed

e oa gwerc'h ar marmouz,

e-lec'h tennañ o mad eus o chañs-vat,

sachañ a rejont o skasoù a-herr.

Diwallit ouzh ar gorilh!

Ar re rik hag en diagent

a selle talarek outañ,

a dec'has, o tiskouez

n'oa ket dicheñch o mennozhioù.

Seul zireishoc'h e oa o damant

ma vez ar gorilh ur c'hwil

kalz gwelloc'h eget ur gwaz e-barzh ar briatadoù.

Meur a blac'h a gonto se deoc'h.

Diwallit ouzh ar gorilh!

An holl a strinkas

er-maez a daol ar marmouz e rud,

nemet ur vaouez gozh-kripon

hag ur barner yaouank difrom tout1

O welout an holl oc'h en em laerezh kuit

al loen e bevar dorn a vuanaas

e jilgammañ war-zu saeoù

ar gozhiadez hag an den a lezenn.

Diwallit ouzh ar gorilh!

"Bo! a lâre ar gantvloazhiadez,

bezañ c'hoantaet c'hoazh

a vefe dreistordinal

hag, evit komz sklaer, dic'hortoz."

Soñjal a rae ar barner distrafuilh :

"Bezañ kemeret evit ur varmouzez,

dibosubl eo se a-grenn!"

Diskouezet e voe war-lerc'h e oa faziet.

Diwallit ouzh ar gorilh!

Lakait ma vefe unan ouzhoc'h

rediet, evel ar marmouz,

da wallañ pe ur barner pe ur vamm-gozh,

pehini a zibabfe-eñ diouzh o daou?

Mar degouezhfe din

un deiz a vo seurt daoust-pe-zaoust,

ar gozhiadez a vo, hep mar ebet,

an hini a c'hounezo ma choaz.

Diwallit ouzh ar gorilh!

Met, siwazh, mar ya ar maout

gant ar Gorilh er c'hoarioù a garantez,

gouzout a reer er c'hontrol ne vez ket

mailh war ar gout hag ar spered.

Neuze, e-lec'h dibab ar gozhiadez,

evel en dije graet pep hini,

kregiñ a reas e skouarn ar barner

hag e gas e-barzh ar strouezhaj gantañ.

Diwallit ouzh ar gorilh!

Saourus e vefe an dilerc'h

Met, siwazh, n'hellan ket

e gontan, ur pec'hed eo!

Un tammig c'hoarzh en dije roet deomp.

Rak d'ar c'houlz dreist e youc'he ar barner

war-lerc'h e vamm hag e ouele puilh,

evel ar paotr en doa, d'ar memes deiz,

kaset da vezañ troc'het e c'houzoug.

Diwallit ouzh ar gorilh!

1. E galleg: "en bois brut", diwar an dro-lavar "rester de bois".

Comments
Welcome to Lyricf comments! Please keep conversations courteous and on-topic. To fosterproductive and respectful conversations, you may see comments from our Community Managers.
Sign up to post
Sort by