Soñj 'm eus, am c'hare ma mamm,
hag emaon er galeoù.
Soñj 'm eus e lâre ma mamm...
met em mamm n'em eus ket kredet.
'Lugud ket er c'hanioù-dour
'n em gann ket 'vel ur penn-gouez
'c'hoari ket 'vel ul labous:
lârout 'rae din bezañ paotr mat.
'M eus ket lazhet, ket laeret,
oan o klask ma flanedenn
'M eus ket lazhet, ket laeret,
'c'hant 'm oa e ve pemdez disul
Soñj 'meus, ma mamm a ouele,
bep tro 'treuzen toull an nor
Soñj 'meus, penaos e ouele,
n'houlle ket ez afen er-maez
Bepred, bepred e lâre:
arabat mont d'ar plac'hed
'ra ket diehan da c'hoant
'barzh an toull-bac'h ez eus kaelioù.
'M eus ket lazhet, ket laeret,
met kredet 'm eus Madalen
'M eus ket lazhet, ket laeret,
n'houllen ket ober deur dezhi
Un deiz 'vo an archerien
az kaso d'ar galeoù.
Mont 'ri ganto tri-ha-tri,
e ken giz ma 'z eas da dad.
Touzet razh 'vo da glopenn
chadennoù 'vo ouzh da dreid
brevet 'vo da zivgroazell
ha me 'varvo diwar ma foan.
'M eus ket lazhet, ket laeret,
met em mamm 'm eus ket kredet
Soñj am eus em c'hare-hi,
tra ma kian war ma gale.