current location : Lyricf.com
/
Songs
/
Le fossoyeur [Breton translation]
Le fossoyeur [Breton translation]
turnover time:2024-09-09 05:19:59
Le fossoyeur [Breton translation]

N'eo ket fall ma zemz-speret, anat da Zoue!

Morse ne hetan o marv d'an dud,

met mar ne vefe ket tud o vervel ken

me a grevfe gant an naon war-lein ma c'hrugell.

Ur paour-kaezh touller-bez 'zo ouzhin.

Kred a ra an dud vev n'em eus keuz ebet

pa c'hounezan ma bara diwar-goust ar re varv.

Met nec'het on gant se, hag evit gwir

o dourañ a ran en desped din

Ur paour-kaezh touller-bez 'zo ouzhin.

Ha seul ma lezan ma fromoù da vont,

seul e reont goap ma mignoned ouzhin.

Lârout a reont: gwechoù 'zo, paotr kozh,

ma vez un neuz interamant warnout.

Ur paour-kaezh touller-bez 'zo ouzhin.

Kaer em eus lârout ne vez tra peurbadel,

n'hellan ket kavout din e vez kement-se diwar natur,

ha morse n'on evit

degemer ar marv evel e teu.

Ur paour-kaezh touller-bez 'zo ouzhin.

En dic'houzout d'an holl e kimiadan ouzhit, Marv kaezh.

Mar gweler an Aotrou Doue adal goueled an douar,

Lâr dezhañ pebezh poan am eus bet

gant ma falad diwezhañ.

Ur paour-kaezh touller-bez 'zo ouzhin.

Comments
Welcome to Lyricf comments! Please keep conversations courteous and on-topic. To fosterproductive and respectful conversations, you may see comments from our Community Managers.
Sign up to post
Sort by