current location : Lyricf.com
/
Songs
/
Le déserteur [Breton translation]
Le déserteur [Breton translation]
turnover time:2024-11-29 17:22:43
Le déserteur [Breton translation]

Aotrou Prezidant

me a skriv deoc’h ul lizher

a lennot C’hwi marteze

ma hoc’h eus amzer.

Me am eus resevet

ma faperioù-soudard

da mont kuit d’ar brezel

a-raok dilun da noz.

Aotrou Prezidant,

ne fell ket din mont kuit,

n’on ket war an douar

da lazhañ tud paour.

N’eo ket d’ho lakaat droug,

ret eo e lârfen deoc’h,

ma diviz eo kemeret,

ha disertiñ a rin.

Abaoe ma oan bet ganet,

mervel em eus gwelet

ma zad ha ma breur mont kuit

ha ma bugal’ gouelañ.

Gouzañvet he deus mamm kalz,

emañ d’he vez bremañ

ha goap a ra eus bombez,

ha goap a ra eus buzhug.

Pa oan prizoniad

diganin o deus laerezhet

ma gwrag ha ma ene

ha ma holl vuhez ger.

Warc’hoazh ar beure

serriñ a rin an nor

war fri ar bloavezhioù marv

e hent e kemerin penn.

Klask a rin ma bara

war hentoù Bro-C’hall

eus Provañs da Vreizh

lavar a rin d’an dud:

Ret eo nac’h sentiñ,

ret eo nac’h d’en ober,

arabat mont d’ar brezel,

arabat mont kuit.

Ma ret eo reiñ e wad

it da reiñ ho hini,

C’hwi zo ur mat abostol

Aotrou Prezidant.

War ma lerc’h ma redit

kasit keloù an archerien

n’am eus ket armoù

ha c’hellout a raint tennañ.

Comments
Welcome to Lyricf comments! Please keep conversations courteous and on-topic. To fosterproductive and respectful conversations, you may see comments from our Community Managers.
Sign up to post
Sort by
Show More Comments
Boris Vian
  • country:France
  • Languages:French
  • Genre:Jazz, Singer-songwriter
  • Official site:http://www.borisvian.org/
  • Wiki:http://fr.wikipedia.org/wiki/Boris_Vian
Boris Vian
Latest update
Copyright 2023-2024 - www.lyricf.com All Rights Reserved