Kollet em eus ma divjod lart, kollet em eus ma zeurenn,
hag en un doare ken trumm, ken dic'hortoz e voe se
ma martezeer em eus tapet un droug didruez 1
a ra goap eus Eskulap hag e laka berrek.
O vezañ ma ne ra ket berzh ken Euzhvil al Loc'h Ness,
e-pad ar mareoù dibres e kazetennoù zo
fent a ra diehan paotred ar mortuajoù
ouzh ma lakaat dindan sebeilh o follennoù dister 2
Neuze, skuizh o talvezout da benn-dotu
evit koñchennoù hep penn na revr 3 a zibuner diwar ma benn
tra ma 'z on digleñved, liv ar yec'hed warnon,
e teuan war wel hag e krian ar wirionez a-bezh.
Ar wirionez a-bezh, aotrounez, ec'h embannan anezhi deoc'h:
mard em eus kuitaet strollad an dud en tu all da zaou c'hant lur-pouez,
se 'zo dre faot Mimi, Lized, Ninoñ
ha kalz re all: ne zalc'han ket koun eus o anvioù.
Mard em eus traiset ar re lart, bousellek, teuc'h,
ar perag eo e fouzhan, e fouzhan, e fouzhan
evel ur bouc'h, ur maout, ul loen mut, ur penn-chatal,
sorc'hennet on: orged! orged! orged! orged!
Ma c'homprenit mat: temz spered ur satir zo ennon,
hag e emzalc'h, hogen kement se n'eo ket da lârout
em eus e ijin hag e vailhoni: pell ac'hano!
Hini ebet outo n'he deus lâret din "Brav!" c'hoazh.
Ouzhpenn da bezhioù kaer all, em eus war ma roll galant
ur guchenn vras a gwragez kazetennerien
pere, p'hoc'h eus soñj e vez achu ganin, a striv gant o holl nerzh
evit reiñ din plijadur evit ar wech diwezhañ.
Kaer eo se, ha nobl, ha bras, ha manifik,
ha gant emzalc'hioù-korf eus an dizoareañ
e ran ma gourc'hemennoù dezho, dirollet o feskennoù
war ur bern kazetennoù dilerc'hiet ha skouerennoù diwerzhet.
Setu perak, pa ziskouez ho priedoù
o feskennoù d'ar bobl ha d'ho mignoned nes,
alies e c'heller lenn warno, moullet en amgin,
keleier-red, kaketerezh, darvoudoù munut.
Ha mar klevit a-dreuz ar speurinier
ronkelloù hag hirvoudoù o verañ diouzh kabinedoù an itronezed
na lârit ket: "emañ Tonton Jorj o leuskel e c'hwezhadenn diwezhañ";
an aelez o huanadiñ eo se, anat splann.
Ha mar klevit youc'hal evel e bloaz pevarzek
"War o sav, paotred marv!", na c'hwezit ket ho javeoù:
Se zo pried ar penn-kazetenner, entanet anezhi,
am isit da vont d'an arsailh adarre.
C'hoarvezout a ra din, a-dra-sur, pil ar moneiz eo se,
koll pluennoù e-kerzh ar c'hrogad.
Lavar a ra Hipokrat: gwenaennoù lous eo se;
respont a ra Galien: neket, staot gor eo.
Ar gwir zo ganto o-daou: a-wechoù e tistag Gwener deoc'h
taolioù botez garv diouzh a re a bardon ur c'hristen fidel,
rak, ma reont gaou d'ar bragerizioù gourel,
dibaot-tre e lakaont ar vuhez en arvar.
Arsa, gwir eo. Bez' em eus kement-se evit rañson d'am deboch,
En dale-porzhiañ eo bet lakaet ar vag da Siter,
met n'em eus ket c'hoazh, ket, ket, ket, teir gwech ket,
ar c'hleñved kuzh ne lârer ket e anv.
Mard em eus traiset ar re lart, bousellek, teuc'h,
ar perag eo e fouzhan, e fouzhan, e fouzhan
evel ur bouc'h, ur maout, ul loen mut, ur penn-chatal,
sorc'hennet on: orged! orged! orged! orged!
1. Eus ar c'hrign-bev eo graet damgomz amañ, a varvas an Aozer diwarnañ kalz diwezhatoc'h (1982). Da vare ar ganaouenn-mañ (1966), ar maen-gravell eo ar c'hleñved e oa taget gantañ.2. E galleg: "leurs feuilles de chou".3. E galleg: "des contes à mourir (e lec'h dormir) debout". Dibosubl eo trevezañ ar c'hoari-gerioù-mañ."