O vezañ ma 'm eus bevet en unvaniezh gantañ a-viskoazh,
plijus em bije meuliñ, kuit a vezañ diseven,
korf tener ar vaouez, da vrageriz kaerañ,
bet graet sabatuus anezhañ gant an holl o deus e welet.
Bez' e vije ma c'han diwezhañ, ma c'han an alarc'h,
ma lizher-glizh diwezhañ, ma mesaj kimiadiñ.
Hogen dre zichañs, ar gerioù implijet evit e envel
'zo doñjerus kenkoulz ha kasaus a-helebini.
Setu ar reuzeudigezh vras eus hor yezh c'hallek,
he zu gwan, hag un dizenor eo dezhi
pourvezañ gerioù saotret gant vilded nemetken
evit ar benveg plijadur dispar-se.
Padal ez eus evit kement bleuñv anvioù barzhek,
te avat, korf ar vaouez, dichañsus-kenañ eo se,
da vleuñvenn zousañ hag orgedusañ,
ha mezvusañ, n'he deus nemet re ken skoemp.
Met ar gwashañ eus an holl, un drouganv bihan eo-eñ,
teir lizherenn dezhañ 1 nemetken, a-bemdez, boas;
dizispleg eo, didorrus eo.
Ar vezh gant an hini en deus e implijet da gentañ.
Ar vezh gant an hini a roas an hevelep drouganv,
dre zipit, dre zae, bilimus e vestl,
d'ar mignon bras ar wazed, ha d'ar gunujenn c'harv.
Hemañ a oa unan dispar, kuit a varteze.
Enebour d'ar maouezed, a-dra-sur, diseks moarvat,
diseblant a-grenn ouzh hoal Gwener
e oa al lapon-se hag a reas, gwerzhet e vezh gantañ,
seurt keñveriadur, dijaoj tout a-hend-all.
Faegaegeg gant an heñvelded gerioù-se!
Direizh eo, Itron, ha mezhekaus
evit an darn ar roue-se eus ho korfadur
da vezañ anvet evel ur maread a dud.
Ra blijo d'an Neñv un deiz a vo ma roio, dre un taol ijin kaer,
ur barzh awenet, o varc'hegañ Pegaz,
ur bravig a anv kristen d'ar burzhud-se,
en ur ziverkañ war un dro kantvedoù a ifamiezh.
Etretant, Itron, hañvalout a ra e vefe ur c'heuz,
ha nec'het e vefe hoc'h holl admirerien gant se,
ma vefe disoñjet penaos evit ober gourc'hemennoù dezhañ
ez eus moaienoù all, hag o anavezan.
1. E galleg, anat deoc'h.