current location : Lyricf.com
/
Songs
/
Le bistrot [Breton translation]
Le bistrot [Breton translation]
turnover time:2024-12-02 06:26:11
Le bistrot [Breton translation]

E-barzh ur c'horn brein

eus Pariz ar beorien

war ul leurenn

ez eus un davarn gozh

renet gant ur c'hozh lovreg

a baotr.

Mard eo kizidik da veg

mar fell dit gwin

eus ar c'hentañ

kae da bPassy 1 da evañ:

ar braoued diouzh amañ

zo re greñv evidout.

Met, mard eo da c'hourlañchenn

pallennet gant

un hobregon dir

tañva ar voulouz

a hini glas 2, karget

a c'hourdrouz.

Kavout a ri aze

an darn wellañ tout

eus al livastred,

an holl tavanteien,

an holl reuzeudien

eus an tro-war-droioù,

hag a zeu a-renkennadoù,

par da harinked

evit gwelout tal-ouzh-tal

ar goantenn eus an davarn,

zo pried d'ar c'hozh lovreg

a baotr-se.

Ra evin a-grenn

dour an holl feun-

teunioù Wallace

mar hiziv diouzhtu

n'out ket touellet

gant ar grasoù

an doare boudig-se

he deus graet ur palez

diouzh un toull lous,

gant hec'h alichoù

penn-kil ha troad

en o reizh.

An teñzorioù c'hwek-se,

piv a bok outo, piv

o briata?

E gwirionez, re galz eo se!

Kement-se evit ar c'hozh lovreg

a baotr-se.

Direizh, diboell eo se,

met petra 'c'heller ober,

d'ho menno?

Koshaat a ra Amour,

ne sell ket e zaoulagad

war-eeun.

Mar rez da lez dezhi,

gra na vezo hegaset

gant da brezegennoù;

bez seven, ma faotr,

pe diwall ouzh

ar freuz.

Rak stlakerezh he dorn

a gastiz gant ur flik-flak

an dichekadennoù.

N'emañ ket war an douar c'hoazh

an hini a lakay e fri

en he zasad.

Ket war an douar an hini chañsus

a lakay da deuziñ

ar bern skorn-mañ,

hag a ray kernioù

en e gein d'ar c'hozh lovreg

a baotr-se.

E-barzh ur c'horn brein

eus Pariz ar beorien

war ul leurenn

un doare boudig

he deus graet ur palez

diouzh un toull lous.

1. Hag e felle dezhañ lavarout Bercy?2. "Petit bleu" e galleg, da lârout eo ur gwin gwashoc'h eget ar "gros rouge".

Comments
Welcome to Lyricf comments! Please keep conversations courteous and on-topic. To fosterproductive and respectful conversations, you may see comments from our Community Managers.
Sign up to post
Sort by
Show More Comments
Georges Brassens
  • country:France
  • Languages:French
  • Genre:Singer-songwriter
  • Official site:http://www.georges-brassens.com/
  • Wiki:https://fr.wikipedia.org/wiki/George_Brassens
Georges Brassens
Latest update
Copyright 2023-2024 - www.lyricf.com All Rights Reserved