Me garfe me bezañ laouen
'vel ar c'hazh e toull al logod,
Pe laouen 'vel an diaoulez,
he c'hazh 'foñs he chakod.
Me garfe me bezañ laouen
'vel ur marc'h war ar plouz,
Me garfe me bezañ laouen
'vel un ormel 'foñs an dour.
Me garfe me bezañ laouen
'vel ar bouloù tost d'ar voulig,
Pe laouen 'vel ar fars,
ar fars gant e lipig .
Me garfe me bezañ laouen
'vel ar bombard 'kanañ uhel,
Pe laouen 'vel ar biniou
'ouelañ gant e sutell !
Laouen e vin war uhelder ar menez,
E-touez an erc'h bamañ Penn ar Bed,
laouen e vin pa vin war mor,
War gwagennoù 'strakal gant imor !
Me garfe me bezañ laouen
'vel ar paotr 'tañsal hep diskrog,
Pe laouen 'vel ar plac'h
troet war-zu ar Gornôg.
Me garfe me bezañ laouen
'vel Jakez Kroc'hen 'c'hoari 'n domino,
A sell ouzh 'n aotrou Bimbochet
lonket e viz er c'hazino.
Me garfe me bezañ laouen
'vel ar c'hilhog 'beg tour an iliz,
Bamañ e vro gaer
deus karn Barnenez da Gavriniz.
Me garfe me bezañ laouen
'giz bronnoù merc'hed 'tañsal ken kaer,
Erotik Arvorig
deus an traoñ betek an nec'h !