Gervel a ran ar marv; e c'hortoz a ran dispont holl;
ne zamantan ket d'ar vuhez ken; klask a ran un touller bez
en defe ur bez war verzh, ne ran forzh eus ar priz.
Dispaket em eus ma mestrez brec'h-ouzh-brec'h gant he fried,
Ma zreitourez a vestrez!
Me soñje din em boa tapet ar garantez war beg ma zreant 1,
fichañ a rae ma bannielig war c'halon an Itron ar Bras.
Hogen achuet tout eo-se bremañ. Dec'h, e korn ar c'hoad
dispaket em eus ma mestrez gant he fried -- ec'h!
Ma zreitourez a vestrez!
Daoust hag e kavin an anvioù, e kavin ar gerioù
evit lakaat ur merk a ifamded war ar verc'h ar c'hañval-se
he deus choazet he fried evit traisañ hec'h amourouz
hag he deus kaset an avoultriezh d'he barr !
Ma zreitourez a vestrez!
Pelec'h e oa ma daoulagad? Petra oa e-barzh enno,
ma n'em eus ket merket abaoe ur prantad bennak
ne hañvale ket ken marlonk pa boke din
hag e wilioude bugale ne denne ket ouzhin ken!
Ma zreitourez a vestrez!
Hag evit sankañ ma c'horn 2 donoc'h em c'halon
gant un diaoulek a zilikatiri, goapaus anezhi,
he deus lâret an drubardez a vouezh uhel, em c'heñver:
"An hini kornekoc'h eus o-daou n'eo ket an hini a greder!"
Ma zreitourez a vestrez!
Dispaket em eus ar re Vras, ar c'houblad hailhoned-se,
oc'h adkregiñ gant o friedelezh a-nevez,
dispaket em eus ma mestrez forc'hellek, daou du dezhi,
oc'h eilpennañ o urzh d'an doganed!
Ma zreitourez a vestrez!
1. Da vezañ intentet gant ur ster dizonest, evel just.2. Korn a zogan, anat tre.