Ankounac'het em eus pep tra diwar-benn
kampagnoù Austerlitz ha Waterloo,
eus broioù Itali, Prus ha Spagn,
eus Pontoise hag eus Landerne.
Biken ho puhez-pad
ne zisoñjot
eus ar plac'h gentañ
hoc'h eus stardet en ho tivrec'h,
kentañ plac'h dianav
oc'h aet gant "Te" outi:
soñj az peus, ma c'halon,
pegen ker e oa-hi deomp?
Bezet hi ur plac'h a-feson
pe ur plac'h a netra,
bezet-hi gwerc'hez
pe bezet-hi ur c'hast,
soñj hoc'h eus outi
ha soñj ho pezo
eus ar plac'h gentañ
hoc'h eus stardet en ho tivrec'h.
Dinijet eo a tenn-askell
ma eñvorioù eus Suzoñ
ha disfeal eo ma memor
ouzh Juli, Rozed pe Lizoñ.
Biken ho puhez-pad
ne zisoñjot
eus ar plac'h gentañ
hoc'h eus stardet en ho tivrec'h,
un taol mat e oa se:
soñj az peus, ma c'halon?
Eskemmet em eus ma vertuz
evit ur boked an hañv.
Bezet war an ton bras
evel an dud a-feson,
pe e-kreiz an hent
evel ar beorien hag ar chas,
soñj hoc'h eus outi
ha soñj ho pezo
eus ar plac'h gentañ
hoc'h eus stardet en ho tivrec'h.
Te, hag az peus roet din ar vadeziant
a garantez hag a neñv uhelañ,
da virout a ran-me ha da garout,
prof diwezhañ digant an Tad Nedeleg.
Biken ho puhez-pad
ne zisoñjot
eus ar plac'h gentañ
hoc'h eus stardet en ho tivrec'h,
Kaer ho peus brabañsal,
p' en em ziwiskas,
soñj az peus, ma c'halon?
bale a raemp moan...
Hep mar, kalz re all
zo deuet diwar neuze.
Gwir eo, hogen e-touez
an holl hoc'h eus anavezet
an hini diwezhañ eo
a vo ankounac'het,
ar plac'h gentañ
hoc'h eus stardet en ho tivrec'h.