D'an amzer ma veven er c'hrizañ dienez,
mezvier, hudur, ifam,
ur paotr, muioc'h ur sac'h-gwin egedon, evit ur pezh ugent real
en doa gwerzhet e wreg din.
Pa 'm boe he lakaet em gwele, pa fellas din hec'h esaeañ,
pa lakais he brozh da blavañ,
splann e voe din e oan bet lorbet
gant ur marc'had er sac'h.
"Pak da eskern, ma c'haredig, ha mir da goantiri ganit,
kalz re dreudig out,
ur rouler 'zo ouzhin, ne blij ket din
briata seier eskern.
Distro d'az kwaz, miret-eñ e bemp real:
ne rin chikan ebet outañ."
Respont a reas din, gant ur sell a-gorn:
"C'hwi eo an hini a blij muioc'h din...
"N'on ket re dev", emezi, raouliet he mouezh,
"N'eo ket dra ma faot, koulskoude..."
Me neuze, fromet holl, he c'hemeris war ma barlenn,
evit kontañ he c'hostezennoù.
"Te hag em eus paeet ugent real evidout, lâr dit peseurt anv a reer ouzhout,
da anv-badez, da anv-bihan.
-- Naig eo ma anv. -- Arsa, Annaig kaezh,
bez dinec'h: da garout a ran."
Hag ar paour-kaezh sac'h eskern, n'houllen ket diouti,
ha pa vefe evit ul lagad-ejen 1
'zo en em silet em c'halon, ha ne zeufe ket er-maez outi
evit ur bern arc'hant.
(Da capo.)
1. Da lârout eo ur pezh pemp lur, un "thune" e galleg.