current location : Lyricf.com
/
Songs
/
La complainte de Mandrin [Breton translation]
La complainte de Mandrin [Breton translation]
turnover time:2024-12-26 23:48:18
La complainte de Mandrin [Breton translation]

Ugent pe dregont 'oamp-ni

en ur strollad riblerien,

an holl gwisket e gwenn, klevout a rit?

an holl gwisket e gwenn

'giz ar varc'hadourien.

Al laeroñsi kentañ-tout

am eus graet 'hed ma buhez

se 'zo bezañ truflet, klevout a rit?

se 'zo bezañ truflet

boujedenn ur beleg.

Mont a ris 'barzh e gambr-eñ,

pegen bras 'oa, ma Doue,

kavout a ris mil skoed, klevout a ris?

kavout a ris mil skoed

hag o c'hrabanata.

Mont a ris 'barzh unan all,

pegen uhel, ma Doue!

gant stof ha mantilli, klevout a rit?

gant stof ha mantilli

e sammis tri charre

O c'hemeris da werzhañ

d'ar marc'had e bro-Holland

evit ur priz dister, klevout a rit?

evit ur priz dister:

n'o doa ket koustet ker

An Aotrounez lez Grenobl 1

gwisket en o saeioù hir

hag o tokoù karrez, klevout a rit?

hag o tokoù karrez

am barnas hepdale.

Barnas da vezañ krouget

na pegen kriz klevout-se!

krouget berr ha taget, klevout a rit?

krouget berr ha taget

e-kreiz ar marc'hallac'h.

Pa bignis diri d'ar c'hroug

oc'h arvestiñ ouzh bro-C'hall

'welis ma mignoned, klevout a rit?

'welis ma mignoned

e skeudenn ur bod gwez.

Kompagnuned a vizer

kit da gemenn d'am mamm gaezh

n' am gwelo biken mui, klevout a rit?

n' am gwelo biken mui,

kollet 'deus he bugel.

1. E bro-zDofine e reas Mandreñ e reuz.

Comments
Welcome to Lyricf comments! Please keep conversations courteous and on-topic. To fosterproductive and respectful conversations, you may see comments from our Community Managers.
Sign up to post
Sort by
Show More Comments
Yves Montand
  • country:France
  • Languages:French, Italian
  • Genre:Singer-songwriter
  • Official site:http://www.yvesmontand.com/
  • Wiki:http://fr.wikipedia.org/wiki/Yves_Montand
Yves Montand
Latest update
Copyright 2023-2024 - www.lyricf.com All Rights Reserved