current location : Lyricf.com
/
Songs
/
La Bicyclette [Breton translation]
La Bicyclette [Breton translation]
turnover time:2024-10-05 02:15:13
La Bicyclette [Breton translation]

Pa 'z aemp kuit mintin abred

pa'z aemp kuit dre an heñchoù

war hor marc'h-houarnoù

ur strollad mignoned e oamp:

bez' e oa Fernant ha Filmin,

bez' e oa Frañsez ha Bastian,

ganto Paolaig 1

Piket hor c'halonoù ganti,

e kave deomp kaout divaskell

war hor marc'h-houarnoù

war wenodennoù douar strizh

merzheriet alies omp bet

'vit nompas bezañ divarc'het

dirak Paolaig

Gwir eo, dibreder kaer e yae:

merc'h 'oa da baotr al lizhiri,

a rae war varc'h-houarn,

hag adal hec'h eizh ploaz a oad

war e heul he doa ergerzhet

an holl heñchoù tro-dro d'al lec'h

war he marc'h-houarn-hi

Pa dostaemp ouzh ribl ar ster

e lakaemp war ar raden

hor marc'h-houarnoù

ruilhañ a raemp war ar prajoù

o sevel ur bod liesliv

a skrilhed ha balafenned

hag a raniged.

Pa 'n heol diwar an dremmwel

a skigne a-dreuz ar strouezh

hon trolinennoù

e tistroemp skuizh ha laouen,

hor c'halonoù nec'het un tamm

rak morse n'oamp bet penn-ouzh-penn

a-dal Paolaig

Kregiñ dre guzh en he dornig,

disoñj un tamm eus ar re all,

hag ar marc'h-houarn...

Soñjal a raemp: warc'hoazh e rin,

krediñ, krediñ a rin warc'hoazh

pa 'z aimp c'hoazh dre an heñchoù

war hor marc'h-houarnoù

1. "Paulette" e galleg. E gwirionez, ne gaver stumm brezhonek ebet evit an anv-mañ.

Comments
Welcome to Lyricf comments! Please keep conversations courteous and on-topic. To fosterproductive and respectful conversations, you may see comments from our Community Managers.
Sign up to post
Sort by