current location : Lyricf.com
/
Songs
/
La Bébête [Breton translation]
La Bébête [Breton translation]
turnover time:2024-11-15 09:43:17
La Bébête [Breton translation]

En e varr e oa Meurlarjez

war lañs diroll an taboulinoù

didan ur c'hlavadenn paperennoùigoù ha naerennoù

Ha setu ma skignas ur c'hri a spont

braouac'h dre-holl.

Mouezh Konchita venniget e oa se:

"Siwazh din! Ma Doue! Mammig! Al loen droch...!"

(Diskan:)

Diwallit al loen droch,

ar fall a loen droch!

Harzit al loen droch!

Diwallit mat ouzh al loen droch!

Ur c'hozh vezvier, oc'h euvriñ

ur re gofad gwin bennak war e donell,

a c'houezhas war al leurenn, e revr 'barzh an dour.

Kregiñ a reas neuze da yudal

raoulet un tamm e vouezh gant ar boeson

ha diemskiant kaer eus pezh a c'hoarveze:

"Petra 'zo? Petra 'zo? Petra... Mmm!"

Diwallit al loen droch... (diskan)

An Aotrou Person, o tremen e-biou,

a voe ken strafuilhet

ma tibunas tri Fater ha pevar Ave.

Ur plac'h yaouank kozh, tri-ugent vloaz dezhi

ha nebeut a zent en he genou,

a dostaas breskennet-holl, en ur grial:

"Ma Jezus benniget! Pebezh tra euzhus! Biskoazh n'em eus gwelet kemend-all"

Diwallit al loen droch... (diskan)

Pellgomz a rejod kerkent

d'ar bomperien, pere a voe war al lec'h dizale

gant o flomenn, o skeul hir hag o zouellennoù.

Gourc'hemenn a reas o fenn diouzhtu

ha gant nerzh d'e holl dud

da stagañ a-droc'h-trañch gant ar walenn-se.

"War sa- sa- sa- sav sonn! War ra- ra- ra- raok!"

Diwallit al loen droch... (diskan)

Pa voe arru an archerien

kaset en-dro gant o brigadier,

soñjal a reer e oa an traoù war-nes gwellaat.

E-barzh an turmud a oa o ren

kavout a rae da beb hini e oa-eñ o vont e-biou,

met den n'hellas tapout ennañ.

"Aaaac'h! Set' eñ! E welout a ran! Forzh ma buhez! Aaac'h!"

"Set' eñ!"

Diwallit al loen droch... (diskan)

"Forzh ma buhez!"

Diwallit al loen droch... (diskan)

"E welout a ran!"

Diwallit al loen droch... (diskan)

"Amañ ema-eñ!"

Comments
Welcome to Lyricf comments! Please keep conversations courteous and on-topic. To fosterproductive and respectful conversations, you may see comments from our Community Managers.
Sign up to post
Sort by