current location : Lyricf.com
/
Songs
/
L'italien [Breton translation]
L'italien [Breton translation]
turnover time:2024-11-24 13:27:45
L'italien [Breton translation]

Me 'zo 'n hini, me, ar paotr italian

Bez' ez eus den pe zen er-gêr?

Bez' ez eus maouez pe get er-gêr?

Gall' e c'hellan klevout ar c'hi diwar amañ,

ha ma n'out ket marv

ro digor din kuit a zroukrañs.

Un tammig diwezhat e tistroan, anzav a ran:

triwec'h vloaz dale... gwir eo.

Met kavet 'm eus ma alumetez

e-barzh ur straed bennak eus ar Massachussets.

Skuizhus e voe an hent

evit ur mous eus ma oad.

Digor, digor an nor din.

[En italianeg:

Pase divi on-me.

Mard out er-gêr, digor an nor din,

n'ouzez ket penaos eo bet ar jeu du-hont.]

Distreiñ a ran d'am chomlec'h,

pep seurt micher am eus graet:

laer, istribilher,

marichal a lojeiz,

komedian, kouevrataer,

impalaer ha soner piano.

Maouezed am eus darempredet, sur, hogen

fall-put e c'hoarian "damoù", anat dit.

D'ar mare pa oan klasker aour

skrapet o deus pep tra diganin: gouelañ a ran c'hoazh war se.

Da-c'houde, tremenet eo an amzer

tra m'en doa troet kein.

Digor, digor an nor din.

[En italianeg:

Pase divi on-me.

Mard out er-gêr, digor an nor din,

e kontin dit penaos eo bet ar jeu du-hont.]

Me 'zo 'n hini, me, ar paotr italian.

Dont a ran diouzh pell an diaoul:

diaes e oa an hent

ha goude kement a vloazioù

goude kement a zoanioù

c'hoant am eus eus ur gador.

Digor 'ta: er-gêr emaout, me 'oar.

Ken skuizh on, te 'oar,

ne chom nemet ur chañs din:

n'az pefe ket bet da chañs eo se.

Met... n'eo ket ar memes ki c'hoazh

ha lazhet e vez ar gouloù.

Digorit, digorit un nor bennak din

[En italianeg:

Pase divi on-me.

Mard oc'h er-gêr, digorit an nor din,

e kontin deoc'h penaos eo bet ar jeu du-hont.]

Comments
Welcome to Lyricf comments! Please keep conversations courteous and on-topic. To fosterproductive and respectful conversations, you may see comments from our Community Managers.
Sign up to post
Sort by
Show More Comments
Serge Reggiani
  • country:France
  • Languages:French, Italian
  • Genre:Singer-songwriter
  • Wiki:http://fr.wikipedia.org/wiki/Serge_Reggiani
Serge Reggiani
Latest update
Copyright 2023-2024 - www.lyricf.com All Rights Reserved