Savet eo war al lanneg
Kastell ar Pevar Avel,
gant ur c'hwek a vojenn
evit ar re vihan pe vras.
A-hervez, pa soner hanter-noz,
e klever a-hed an trepasoù
trouz kammedoù o tregerniñ
ha difronkadennoù 'barzh an deñvalijenn.
Klasket em eus da c'houzout an abeg
eus an holl Anaon direpoz-se
Kontet eo bet din traoù
a savas kroc'hen gwaz em c'hein.
Kerkent ha sonet hanternoz
e stag ar c'hoad da strakal,
an avel da zifronkañ en diavaez,
ar chas da yudal d'ar marv.
Neuze, e-kreiz kement a drouz
e sav ha sav ur c'hlemm,
ur c'hlemm a zibun an istor a heul:
Bez' e oa... pell amzer 'oa
abaoe m'en em gare daou amourouz:
ne veve (hi) nemet evitañ,
ne anale (eñ) nemet eviti,
aze, e-barzh ar memes gwele.
O ma Doue, pegen koant e oa-hi...
Met n'on ket bet degemeret,
n'oan ket mab d'ur roue.
Pep tra 'voe graet evit ma fellaat diouti.
Biskoazh n'em eus gellet adwelout ma c'hoantenn.
E dibenn un deiz a voe
e varvas diwar garantez.
Biskoazh n'eo bet aotreet gant Doue
lemel ur vuhez.
Edidon e varvas-hi
ha me, mervel a ris eviti.
N'oa ket reizh, n'oa ket reizh.
En aner e c'halvan.
Bemnoz e klevan anezhi o ouelañ,
hi hec'h-unan-penn en he feurbadelezh.
Kristin, Kristin... da garout a ran.
Kristin, Kristin... da garout a ran.
Hogen n'em c'hlev ket
ha n'he gwelan ket.
Kristin... Kristin... Kristin!
Ha steuziañ a ra ar bed faltaziet
kerkent ha diskouezet ar gouloù-deiz.
Hag-eñ e vez se un huñvre pe ar wirionez?
Setu ma mojenn achu amañ...