An heol a zo kuzhet
Setu echu an deiz
Me 'glev ar c'hloc'h o tintal an Ave
Kousk, kousk, Breizh-Izel, bro dispar !
Setu an noz o tont war an douar
Kousk, Breizh-Izel bro ker mat
Trouz ar mor bras a sav d'az luskellat
Ar bastored a gan
O tastum o loened
Gwerzioù Breizh-Izel n'int ket c'hoazh kollet
Kousk...
Arvor, o douar sakr
A greiz-kalon m'ho kar
Bro all ker kaer n'eus ket war an douar
Kousk...