En amzer-se 'oa ur bern tud aonig
Ne gredent sevel o mouezh kreñv
N'oa tost 'met ur barzh en Arvorig
E anv kozh oa Milig Ar Skañv
'Vel kalz a dud, karout anezhañ a raen
'Vel kaner, 'vel Breizhad, 'vel den,
Fenoz ar glenn hag ar mor a glemm
Mouezh hor barzh 'gan 'ba' 'n avel yen
Trugarez, trugarez deoc'h-c'hwi Glenmor
Ho mouezh hud war an hent dalc'hmat
Ne gollo biken den hoc'h eñvor
Ne varvo ken nerzh hon dispac'h