Keleier,
Keloù an deiz:
A-nevez hiziv?
Piv a zo marv?
Kann, kann:
Kann e pelec'h?
Piv a vo krouget?
Pegement glazet?
Brud, brud,
Brud war ar brug!
Siwazh mestra
Gouest int pep tra.
Redadeg,
Redeg ar Zul:
Piv 'zo degouezhet?
Petra gounezet?
Bran kan ganin,
Kou 'ro din
Keloù lirzhin
Gwallzarvout
War 'r fallañ hent:
Piv 'zo bet koaget?
Petra 'zo torret?
Avel,
Avel a sko.
Skinwell tro-dro.
Netra all ganto?
Da werzhañ,
Ha neket ker,
Enez K'kwll;
Hag ar bobl a chom sioul...
Argad,
Argad e Kerreuz.
Stanket an hent,
Archer war ar c'hleuz..