Dindan ma zok 'mañ ma fenn
A-wechoù warnañ kalabousenn
Un empenn 'vel ar reoù all
Betek izeloc'h e lec'h all
N'on ket evit kontañ gaoù
'Z eus ul liamm etre an daou
Piv eo mestr an den, me 'oar
O daou int memes oad
'Barzh ma c'horf 'mañ ma c'halon
Goadeg e-barzh kignet un tamm
Kleizhennet mat 'm eus ket poan
Klev al lamm
'Barzh ma c'halon dindan ma c'hroc'hen
Hilligañ ac'hanon, talm ar froudenn
A-wir, a-greiz, a galon laouen
Mestrez ma fenn
Gortoz un tammig, ur pennad
Amzer din d'ober brav dezhi
Kalon a gan, digalonad
'N eus ket paket un taol lamm
Un taol kalon 'vel lod all
Bev 'tav, yac'h, boued dezhi
Strobañ'ra bepred war traoù fall
Lammat 'ra war soñjoù all